Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  "Ar brezhoneg e bro Gwenrann" : un diskouezadeg dibar

Evit ar wezh kentań el Liger-Atlantel ez eus un diskouezadeg diwar-benn an ober gant ar brezhoneg e sevenadur ar vro. Frouezh labour 30 bloavezh pad kaset gant Gildas Buron zo da welet e Mirdi ar Baludourien e Bourc'h-Baz.

Brezhonegerien a-vihanik zo bet etre al Liger hag ar Gwilen hag e-barzh gourenez Gwenrann adalek ar 6vet kantved betek kreiz an 20vet kantved. A-hed an amzer-se ez eus bet dalc'het da gomz brezhoneg war ar pemdez, dreist-holl a-drugarez d’an eskemmoł kenwerzhel gant departamantoł brezhonek, ar Mor-bihan dreist-holl. Gant skoazell arbennigourien all eus Mirdi Dobrée e Naoned ez eus bet lakaet war wel gant Gildas Buron, mirour Mirdi ar Baludourien, penaos eo bet ar brezhoneg un elfenn a sevenadur e kornōg an departamant ha penaos eo c'hoazh intret ar vuhez a-vremań gant ar yezh. “Emichańs e vo an diskouezadeg un digarez evit lakaat tud da dalvoudekaat ar pezh a ouzont c'hoazh rak da zastum a zo bepred” emezań. Sed aze un diskouezadeg a blijo d'an holl ha moarvat da gentań d'ar vrezhonegerien, bras pe bihan, a zo o teskiń brezhoneg e Gwenrann, S.Nazer, ar Baol-Skoubleg, Erbigneg pe Penc'herieg. Katalog an diskouezadeg ha labour Gildas Buron a vo embannet a-barzh pell.

Da c’hortoz ma trofe an diskouezadeg e kźrioł all ez eus tu da vont d'he gwelet e Mirdi ar Paludoł-holen (29 bis straed Pasteur, Pgz : 02 40 23 82 79 ) betek miz C’hwevrer 2007. Ar weladennerien a c'hell goulenn bezań heńchet e brezhoneg evel-just.

 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn