Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  Ya d’ar brezhoneg er c’humunioł : Plańvour war ar renk

D’ar Gwener 27 a viz Here eo bet sinet ar garta Ya d’ar brezhoneg gant pedervet kumun ar Mor-Bihan

Dre ma n’helle ket an Ao. Loic ar Meur, maer Plańvour, bezań el lid ez eo gant an Ao. Franēois Mersch, eilmaer e-karg eus ar sevenadur, eo bet degemeret an It. Lena Louarn, prezidantez Ofis ar Brezhoneg, renerien an Ofis hag an holl dud a oa laouen da lidań ar sinadur-mań ganto.

Gant ar pal tapout al label a live 2 a-benn 2 vloaz en deus dibabet ar c'huzul-kźr lakaat e pleustr 13 ober, da lavaret eo tost an hanter eus an oberoł e-touez ar roll kinniget gant an Ofis.
Kaset e vo da benn ul labour bras a sell ouzh ar panellerezh evit lakaat war wel glad yezhel ar gumun : plakennoł straed, panelloł mont e-barzh ha mont e-maez ar gumun, panelloł e-barzh ar savadurioł dindan dalc'h ar gumun : an divyezhegezh a vo gwelet splann gant an holl. En div yezh e vo moullet ivez holl deulioł melestradurel an ti-kźr koulz hag ar gemennadenn enrollet war ar responter. Divyezhek e teuio da vezań logo Plańvour ivez.
O kemer perzh emań kumun Plańvour e koulzad brudań ar c'helenn d'an dud deuet abaoe un nebeud bloavezhioł c'hoazh : kenderc'hel a raio gant an ober-mań.
Ur gevrat kefridi a vo sinet gant an Ofis evit gellout heuliań da vat ar mod ma 'z aio an oberoł war-raok
 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn