Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  16vet Emgavioł etrerannvroel e Katalonia

Emgav bloaziek kevredigezh Emgavioł etrerannvroel ar yezhoł bihan a zo bet aozet d’an 2 ,3 ha 4 a viz Du 2006 e Perpinya e Katalonia. Ezel eo Ofis ar Brezhoneg eus ar gevredigezh-mań.

Seurt emgavioł a ro an tu d'ar rannvroioł da eskemm un bern titouroł war an araokadennoł ha an diaesterioł a gavont war an hent da savetiń ha da ziazezań un amzer da zont d’o yezh.
War al lec’h eo en em gavet, estreget Katalonia a oa oc’h azoań ar c’hendalc’h : bro Euskadi, Okitania, ar Reunion, Gwiana, Elzas ha Breizh. Tem ar bloaz-mań, abalamour d’an dilennadegoł prezidant, a oa : « Ar yezhoł rannvroel hag ar bolitikourien ».
Komzet ez eus bet kalzik eta eus an dilennadegoł o tont, dilennadegoł ar Prezidant hag ar gannaded ha divizet ez eus bet gant ar gevredigezh kas ur c'houlennaoueg d’an holl zanvez prezidanted a-benn gouzout petra emaint e sońj ober evit yezhoł Frańs.
Evel bep bloaz eo bet graet tro ar broioł degemeret :
En Euskadi e ya an traoł war-raok gant Ofis Publik an Euskareg hag e c’heller menegiń krouidigezh 4 fost “teknikourien war ar yezh”, arc’hantaouet gant an OPE hag ar C’humuniezhioł kumunioł.
O paouez bezań krouet emań Ofis ar C’hreoleg er Reunion (miz Meurzh 2006) a zo e bal labourat, gant an holl zoareoł a c’hello implijout, evit anavezout gwelloc’h, dielfennań ha lakaat war wel ar yezh kreoleg evit dont a-benn da grouiń un endro divyezhek galleg-kreoleg kempouez. Un enklask bras a vo kaset da benn evit kompren mat ar pezh a zo gortozet gant tud an enezenn.
Roet e vo lańs a-raok pell d’ar c’houlzad « Oc per l’Oc » gant an Okitaned, koulzad damheńvel ouzh hini « Ya d’ar brezhoneg » er gevredigezh foran ha savet diwar skouer koulzadoł Ofis ar brezhoneg.
Ur raktres GIP a zo e Norzh-Katalonia gant Maered ar vro, Font Nova ha Casa de la Generalitat.
Lakaet eo bet mod-all perzhidi ar c’hollok da weladenniń ar greizienn emstummań staliet e kreizig-kźr Perpinya. Digor e vez ar greizenn bemdez (nemet d’ar Sul). Daou gelenner a zo bet enfredet a-benn skoazellań an deskerien a labour o-unan, d’an eurioł bet dibabet ganto ha d’an tizh a fell dezho. Heńchet e vezont gant ur meziant deskiń katalaneg a zo bet savet e Su-Katalonia. Arc’hantaouet eo ar greizenn-mań gant kźr Perpinya.
Klozet eo bet an Emgavioł-mań gant emvod-meur ar gevredigezh. An Emgavioł kentań a vo aozet en Euskadi e 2007 hag e Gwiana e 2008.
 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn