Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  TermOfis : Bastañ da ezhommoù ar Vretoned.

Abaoe miz Meurzh 2006 emañ TermOfis enlinenn. Bank termenadurezh TermBret, Kreizenn dermenadurezh Ofis ar Brezhoneg ez eo. Ur skoazell brizius eo evit an holl re a fell dezho ober gant ar yezh.



E 1993 e oa bet krouet bank termenadurezh TermBret. Memor al labourioù kaset da benn gant ar Greizenn dermenadurezh abaoe he c'hrouidigezh eo. Ur benveg foran eo TermOfis. Ur servij digoust ha digor d'an holl eo hag a c'hall bezañ pinvidikaet gant pep hini o kemer perzh el labour sevenet gant ar greizenn dermenedurezh.

Ouzhpenn 100 tachenn ha war-dro 24 000 termen a ya d'ober anezhañ. Evit pep termen e kavot an dachenn dermenadurezh, ar penngerioù brezhonek ha gallek, rummenn-ger ar pennger brezhonek, liester pe unanderenn ar pennger brezhonek ha diouzh ret an anv skiantel. Renket eo an termenoù diouzh o zachenn dermenadurezh. E galleg pe e brezhoneg e c’hall bezañ graet an enklaskoù. Ingal e vez hizivaet TermOfis. Ouzhpenn 5 000 termen nevez a gaver abaoe miz Genver 2006.

Petra ober eus écocitoyen pe courriel e brezhoneg ? Petra a dalvez magouri pe skañvadell chokolad ? Respont a ray TermOfis d'ho koulenn. Setu un nebeud termenoù a zo bet studiet er miz diwezhañ : fromlun, pak-dispak, alamandez skejennet, meskadeg en dizurzh, surf-erc'h, biskennad legestr, klas prientiñ, korn dall, loen-ti nevez, gwiskad ozon…

Ma chom direspont TermOfis, deuit e darempred gant TermBret evit ma vefe studiet ho koulenn o kas ur postel da fulup.travers@ofis-bzh.org.

Niverus eo an dud a zo boas d'ober gant TermOfis dija. Kit 'ta d’ober un tamm tro war http://www.ofis-bzh.org/bzh/ressources_linguistiques/index.php.!



 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn