Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  Kęr Lannuon war an hent da dapout al label live 2

Meur a zigarez a oa da vezań laouen e ti-kęr Lannuon d’ar Yaou 16 a viz Du : roet eo bet label live 1 ar garta Ya d’ar brezhoneg d’ar gumun ha sinet un emglev nevez gant an ti-kęr a-benn tapout label live 2 ar garta.

Dirak an Aotrou Alain Gouriou, maer Lannuon hag izili al Levrig ha Kuzul ar brezhoneg, kevredigezhioů a labour evit kas ar brezhoneg war-raok er gumun, eo bet sinet ar garta “Ya d’ar brezhoneg”. Al label live 1 a zo bet roet d’an Ao. Maer gant an It. Lena Louarn, prezidantez Ofis ar Brezhoneg, evit 5 ober kaset da benn c’hoazh gant e gumun diwar an 28 ober kinniget er garta. Sed amań al listenn anezho : staliet ez eus bet panelloů divyezhek evit mont e-barzh ha mont e-maez ar gumun; paperoů talbennet an ti-kęr zo en div yezh; logo kęr Lannuon zo en div yezh ivez; kemeret e vez perzh e koulzad brudań ar c’helenn brezhoneg d’an dud deuet bep bloaz; brezhoneg ha galleg a zo bep tro ma vez staliet panelloů nevez.

War al lańs-mań e fell da dilennidi Lannuon mont pelloc’h ha klask gounit al label live 2. Dibabet ez eus bet eta 8 ober all, war dachenn ar panellerezh divyezhek dreist-holl. Lieskementet e vo ar panelloů en div yezh en ti-kęr ha war ar savadurioů dindan e zalc’h. War an holl deulioů ofisiel e vo kavet brezhoneg diwar vremań ivez.
 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn