Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  Gant Strollegezh Tiriadel Korsika eo bet pedet Ofis ar Brezhoneg

Aozet ez eus bet un abadenn diwar-benn “ar c’horseg er vuhez publik, sokial hag ekonomikel” e Kambr Kenwerzh Korsika Uhel d’ar 6 a viz Du, da glozañ un heuliad devezhioù stummañ diwar-benn an divyezhegezh er vuhez foran.

Gellet en deus, Visant Roue, e-karg eus servij Ajañs diorren an Ofis, kinnig an Ofis abaoe e grouidigezh, e gefridi hag ar 5 servij a ya d’ober ar framm-mañ.

Dirak ur strollad dilennidi, skolveuridi ha pennoù embregerezh en deus displeget palioù an daou goulzad « Ya d’ar brezhoneg » 1 ha 2. Koulzad “Ya d’ar brezhoneg er c’humunioù” a zo bet studiet a-dost koulz hag an oberoù zo tu d’ur c’huzul-kêr da gas da benn evit staliañ ha diorren un divyezhegezh kempouez.
An holl dilennidi a oa war al lec’h, hag en o-zouez Antoine Giorgi (dilennad e-karg eus eus ar c’horseg er STK), a zo bet dedennet bras gant an holl oberoù kaset da benn e Breizh (a-zivout ar panellerezh divyezhek da gentañ penn) ha meur a c’houlenn en deus savet diwar-benn an araokadennoù dibar degaset gant ar garta “Ya d’ar brezhoneg” er c’humunioù. Ar mennozh lakaat ar c’horseg da gemer e blas e bed an embregerezhioù a zo bet kavet talvoudus gant an holl ivez.

Displeget en deus sklaer memestra Visant Roue ne oa ket tu da gas da benn oberoù a seurt-se, a c’houlenn kalz a youl digant an dud ha padusted er strivoù, hep ur benveg teknikel hag a vicher par d’an Ofis. Gant kuzul skiantel STK ez eus bet kavet anat ivez e oa diaes ijinañ kas da benn ur politikerezh yezh gant ar c’hoant dont a-benn hep skoazell an ijinouriezh a zere.

Menegomp ivez lec’hienn genrouedad kaer Strollegezh Tiriadel Korsika savet divyezhek penn-da-benn.
http://www.corse.fr/

 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn