Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  Un dae nevez evit hor yezhoù : Unaniezh Europa

Kemeret en doa TermBret perzh en trede kendalc'h aozet d’an 13 ha d’ar 14 a viz Du 2006 e Brusel gant Kevredigezh Europa an dermenadurezh. Ezel eo TermBret eus ar framm-se abaoe un nebeud mizioù dija.

Broudañ ar frammoù a labour war an dermenadurezh da genlabourat ha lakaat ar gouarnamantoù hag an aozadurioù etrebroadel da harpañ muioc’h al labourioù war an dachenn-se eo palioù pennañ Kevredigezh Europa an dermenadurezh. 4 c'hraf pennañ a oa bet dibabet er bloaz-mañ : politikerezhioù ha steuñviñ an dermenadurezh, kudennoù "bras" ar yezhoù "bihan", profil an dermenadurourien ha kenlabourioù liesseurt evit ezhommoù liesseurt. Naturel e oa, dre ma oamp e Brusel, komz eus Unaniezh Europa. Dont da vezañ ezel eus an Unaniezh a redi yezhoù ofisiel an 10 stad nevez emezelet (estoneg, hungareg, latvieg, lituaneg, malteg, poloneg, slovakeg, sloveneg ha tchekeg) ha re an 2 stad a vo ezel e Genver 2007 (roumaneg ha bulgareg) da respont da ezhommoù nevez. Lakaet e vez ar yezhoù nevez-se keñver-ha-keñver gant an 11 yezh all a zo ofisiel abaoe un nebeud bloavezhioù dija. Evel-se e lakaer splann al lañs pe an dale tapet gant pep yezh war dachenn an dermenadurezh. E-touez an holl brezegennerien o doa rentet testeni e oa ul latviad hag ur maltad. Disheñvel eo saviad pep yezh. Bed an dermenadurezh latviek a glask en em aozañ evit kreizennañ ha kendoniañ al labourioù termenadurezh savet er vro. Engouestlet eo Latviz en ur raktres anvet Eurotermbank a vod Estonia, Latvia, Lituania, Hungaria, Polonia met ivez Alamagn ha Danmark. N'eo ket ken yac'h stad an dermenadurezh valtek. Gouzañvet en deus ar malteg kenofisielded ar saozneg e Malta. Evel ma c'hoarvez gant ur bern yezhoù "bihan" all e ra Maltiz gant ar saozneg e degouezhioù furmel ha gant ar malteg evit plegennoù anfurmeloc'h. Sebezus eo gwelet ez eus ur stumm maltek eus Windows XP eus un tu hag emañ ar panellerezh-hent e saozneg war an enezenn eus un tu all ! Diglosiezh a ren e Malta. Gounit tachennoù nevez a zo d'ober bremañ met dastum ivez war dachennoù evel al labour-douar da skouer ma ne gaver geriaoueg valtek ebet. Strivañ a ra troerien ha termenadurourien ar malteg en organoù Unaniezh Europa evit lakaat o yezh a live gant ar re all. Bremañ e tegas rouestl an diouer a aozadur a bled gant an dermenadurezh e Malta : eus un tu ne zegemer ket al lez-ober yezh ar gwir, an armerzh h.a. hag eus en tu all ez eus ur riskl e vefe muioc'h-mui a droc'h etre malteg ar c'hevratoù, ar feurioù-emglev hag al lezennoù e Brusel, Luxembourg pe Strasbourg ha yezh pemdez maltegerien Malta. Ezhomm zo eus ur framm termenadurezh e La Valetta. Ur gwir skod eo bezañ unan eus yezhoù ofisiel Unaniezh Europa met ur chañs evit mont war-raok ivez. N'eo ket souezh e vefe bet goulennet gant Iwerzhon, Galiza, Katalonia hag Euskadi kaout an hevelep statud evit o yezh.
 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn