Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  Sine, 10vet kumun ar Mor-Bihan o sinań ar garta Ya d’ar brezhoneg

Disoc’h ur c’henlabour hir ha frouezhus etre Ofis ar Brezhoneg ha kumun Sine eo ar sinadur-mań.



Dirak an Ao. Patrick Salic, maer, an It. Guillou-Moinard, besprezidantez Kuzul-departamant ar Mor-Bihan, an It. Lena Louarn, prezidantez Ofis ar Brezhoneg ha dileuridi ar c’hevredigezhioů eo bet sinet ar garta Ya d’ar brezhoneg gant kumun Sine d’an 22 a viz Du 2006.
Abaoe 2001, diwar c’houlenn an aotrou Alteirac, eilmaer e karg eus an endro ha difennour mennet ar brezhoneg er vuhez foran, ez eus bet graet kalzig a labour gant teknikourien an Ofis a-benn kuzuliań ha skoazellań da lakaat e pleustr un divyezhegezh kempouez er gumun. Darempredoů a fiziańs a zo bet savet a-hed ar bloavezhioů etre an daou framm hag amzer he deus bet kumun Sine da brederiań war he ezhommoů hag he c’hoantoů e-keńver ar brezhoneg.
Aes eo bet d’an holl mont a-du gant ar raktresoů-se hag a-unvouezh eo bet votet gant ar C’huzul-kęr sinań ar garta Ya d’ar brezhoneg evit tapout al label live 1 a-benn 3 bloaz. Kaset e vo da benn an 3 ober-mań : staliet e vo ur panellerezh divyezhek e diabarzh hag e diavaez an ti-kęr ; roet e vo da anavezout an emglev “Ya d’ar brezhoneg” da embregerezhioů ar gumun; ur skoazell arc’hant pe ur skoazell deknikel a vo roet evit staliań pe diorren klasoů divyezhek er gumun. 3 zra all a zo bet graet dija : staliet ez eus bet panelloů divyezhek evit mont e-barzh ha mont e-maez ar gumun; embannet e vez ingal ur pennad e kelaouenn an ti-kęr; ha kemer a ra perzh kumun Sine er c’houlzad bloaziek da gas war-raok ar c’helenn brezhoneg d’an dud deuet.
 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn