Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  Emvod meur kevredigezh « Divskouarn »

Goude ur bloavezh labour evit en em staliań, emań ar gevredigezh Divskouarn o resisaat he raktresoł.

Dindan prezidantelezh Yannig Robin ez eus bet kemeret perzh en emvod meur ar gevredigezh Divskouarn gant un ugent den bennak d’an 18 a viz Du e Kastellin.
En o zouez e oa Ofis ar Brezhoneg, kevelet gant Divskouarn abaoe he c’hrouidigezh, an Ao. Yann-Ber Thomin dilennad e karg eus ar politikerezh yezh er C’huzul-rannvro, Kristen ar Gars, karget a gefridi evit ar brezhoneg er C’huzul-rannvro ha Tangi Louarn, besprezidant Kuzul sevenadurel Breizh.
Diorren implij ar brezhoneg er familhoł hag el lec’hioł degemer evit ar re vihan a-araok mont d’ar skol eo pal ar gevredigezh Divskouarn.
Skoazellań a ra an dud e karg er frammoł ofisiel, ar magerezed, renerien ar magourioł, ar c’hoariaouegoł da brederiań war an ezhommoł o deus e-keńver ar brezhoneg (stummań an implijidi, panellerezh el lec’hioł bevań, skoazell d’ar gerent) ha reiń a ra alioł dezho evit kas o raktres da benn ur wezh m’eo bet resisaet.
Karta Divskouarn a zo bet savet er bloaz-mań (tamm-pe-damm diwar skouer hini « Ya d’ar brezhoneg » er c’humunioł).
E-touez 3 live o do ar magourioł hag al lec’hioł degemer da zibab : kizidikaat ouzh ar brezhoneg, an divyezhegezh, ar soubidigezh e brezhoneg. Muzuliet e vo al labour kaset da benn gant ar gevredigezh ha roet e vo al label d’ar framm pa vo bet tizhet ar pal raktreset.
A-benn gellout kas an holl raktresoł-mań da benn ez eus bet enfredet un den anvet Gregor Mazo.
Ganedigezh Divskouarn a oa bet er bloavezhioł 2005-2006, 2007 a vo, hep mar ebet, ar bloavezh krouiń da vat.
Evit gouzout hiroc’h, kit war lec’hienn Divskouarn : http://divskouarn.blogspirit.com/divskouarn/
 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn