Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  An Neñva : diwar vremañ e c’heller lenn mangaoù e brezhoneg !

E Naoned, diwar youl embannadurioù An Amzer, un embregerezh bet sinet gantañ an emglev « Ya d’ar brezhoneg”, ez eo bet embannet ar manga kentañ e brezhoneg, ur pezh nevezenti evit ar vrezhonegerien yaouank.

Ha plijadur o do moarvat ! Ar re a anavez ar “manga” hag a zo boas da lenn ar seurt lennegezh, pe he c’heniterv a Sina, ar “manhua”, koulz hag ar re ne oant ket bet morse e darempred gant seurt levrioù, met a lenno, dre guriusted pe dre garantez ouzh ar brezhoneg, a vourro gant troioù-kaer dreist-ordinal, tro-ha-tro kriz ha farsus, ar goantenn Xing Ling, ur seurt Marion ar Faoued, ganti galloudoù ha teknikoù stourm liesseurt ha feuls pe feulsoc’h.
Frouezh ur gejadenn eo ar raktres dibar-mañ, ur gejadenn etre un embanner, arbennikaet war al levrioù skol-veur, ha plijet-bras gant ar mangaoù, ha tri c’helenner war ar brezhoneg (Katell Leon, Kristin David ha Visant Roue – hemañ o vezañ ivez e penn Ajañs diorren an Ofis) o doa c’hoant reiñ da vrezhonegerien yaouank ar skolioù divyezhek diduamantoù a bep seurt.
Kemmesket o deus o skiant-prenet hag o fent a-benn kinnig d’al lennerien un destenn leun a vuhez hag a startijenn, leun a fent hag a faltazi a blijo d’an holl, forzh peseurt oad a vefe ganto.
Pedagogourien penn kil-ha-troad ma’z int, ouzhpennet ez eus bet gant an droourien, e dibenn al levr, un diverrañ eus istor Sina a skoazello al lennerien da gompren gwelloc’h ar saga diroll-mañ ha mare ar « Rouantelezhioù brezelour ». Ur c’heriaoueg verr a ro tu ivez da zizoleiñ kevrinoù Sina beurbadel….
Adlennet eo bet an testennoù gant Ofis ar Brezhoneg.
Gant Embannadurioù An Amzer e vez skignet ivez an droidigezh e galleg eus “manhuaiou” Wee Tian Beng, ur skrivagner sinaat zo o chom e Singapoura. C’hoant en defe Thierry Jamet, rener an Amzer, da embann troidigezh an istorioù-se en holl yezhoù Frañs. Ur stumm en okitaneg a vo lakaet e gwerzh a-benn nebeut amzer.

 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn