Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  Da-geñver « Devezhioù ar sevenadur hag ar brezhoneg » eo bet sinet ar garta Ya d’ar brezhoneg gant Lannarstêr

Dirak an It. Thérèse Thiery, maerez Lannarstêr, hag an It. Lena Louarn, prezidantez Ofis ar Brezhoneg, e oa bet sinet ar garta Ya d’ar brezhoneg d’an 2 a viz Kerzu 2006.



Liammoù stank a zo etre kumun Lannarstêr hag Ofis ar Brezhoneg dre ma oa bet sinet ur gevrat kefridi bloavezhioù zo etre an daou framm. Hag an ti-kêr a c'houlenn skoazell digant an Ofis p'en devez ezhomm eus troidigezhioù da skouer.
Anat e oa deuet d’an holl er c’huzul-kêr e vefe sinet ar garta ganto un deiz bennak. Trede kêr vrasañ an departamant eo Lannarstêr, 23 000 annezad a zo o chom enni ha 212 skoliad a gaver er skolioù divyezhek publik, ma c’hellont heuliañ un deskadurezh e brezhoneg adalek ar skol-vamm betek al lise : kadarnaet eo gant ar sinadur-mañ youl ar gumun da gas ar brezhoneg war-raok.
Diababet ez eus bet 5 ober da gas da benn dindan bloaz, evel staliañ panelloù divyezhek evit mont e-barzh ha mont e-maez ar gumun pe kemer perzh er vrudadeg vloaziek evit ar c’helenn brezhoneg d’an dud deuet.
Ur skoazell arc’hant ha/pe deknikel a vo roet evit staliañ pe diorren klaskoù divyezhek er gumun. Ur skoaziad a-ratozh a 7 € 94 dre skoliad a zo votet gant ar gumun d’ar c’hlasoù divyezhek evit prenañ dafar pedagogel azas. Abaoe ar bloavezh 2004 ez eus profet ivez gant ar gumun ul levr e brezhoneg da gement bugel zo enskrivet er skol-vamm divyezhek.
Un dra all a bouez a vo kaset da benn : savet e vo un enklask e-touez implijidi an ti-kêr da c’houzout hiroc'h war o barregezhioù war ar brezhoneg. Pouezus eo lakaat war wel, hag implijout dreist-holl, barregezehioù implijidi an ti-kêr evit a sell ouzh ar brezhoneg.
Adsinet ez eus bet ur gevrat kefridi gant an Ofis evit gellout heuliañ da vat ar mod ma’z aio an traoù war-raok.

(Skeudenn b.kuhn)
 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn