Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  Flapiń e brezhoneg a c’heller ober !

...Gant ar meziant SKYPE. Sed aze un droidigezh a vo deuet mat d’an holl vrezhonegerien a fell dezho pellgomz marc’hadmat ha komz dre an Internet.



Troidigezh vrezhonek Skype, ur meziant a c'haller, gantań, pellgomz (pe flapiń) evit netra gant holl implijerien all Skype er bed a-bezh ha pellgomz marc'had-mat d’ar pellgomzerioł diloc'h pe hezoug, a zo bet kinniget e Kemper d’ar 1ań a viz Kerzu.
N’eo ket ar wezh kentań da Fulup Jakez, eilrener Ofis ar Brezhoneg, kas ur seurt labour da benn : dre ma taol evezh ouzh emdroadurioł bed ar stlenneg en deus troet meur a veziant c’hoazh, hag en o zouez Opéra, ur merdeer digoust.
E 2005, an Ofis en doa skoazellet kevredigezh an Drouizig, zo brudet evit kinnig troidigezhioł brezhonek eus meziantoł bureveg ha c’hoarioł digoust, dre embann 1000 skouerenn eus ur CD-rom a oa warnań meziantoł lakaet e brezhoneg.
E miz Meurzh 2006 e oa bet aozet gant an Ofis ur c’hendiviz anvet « Teknologiezhioł nevez ha brezhoneg » evit studiań pelec’h e oamp erruet ganti ha peseurt raktresoł a oa war dachenn ar stlenneg.
An holl draoł-se, ha troidigezh Skype kinniget d’an holl, a ziskouez pegen mennet eo an Ofis da aesaat implij ar brezhoneg en teknologiezhioł nevez.
Ret eo kinnig binvioł d’ar rummadoł nevez, skolidi ar skolioł divyezhek, ganet ha soubet e bed an urzhiataerezh, d’an dud deuet, nevez desket ar brezhoneg ganto, ha d’an holl vrezhonegerien, evit gellout labourat en un endro a glot gant o implij pemdeziek eus ar yezh.
Ret eo en ober mar fell dimp e chomfe bev ar brezhoneg e-pad pell.
Emań an Ofis e sońj krouiń ur servij arbennik, gouestlet d’an teknologiezhioł nevez, a-benn nevesaat troidigezh ar meziantoł skignet c’hoazh ha kinnig ingal meziantoł nevez d’an dud evit o skoazellan da labourat ha da c’hoari e brezhoneg.

Skype a c'haller pellgargań evit netra war : http://www.skype.com/download
Kavout a reer anezhań e daou zoare, 2.5.0.151 ha Beta 3.0

An droidigezh vrezhonek eus an doare 2.5.0.151 pe eus an doare Beta 3.0, zo da bellgargań war-lerc'h bezań staliet Skype, a vo kavet war : http://forum.skype.com/index.php?showtopic=67043
 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn