Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  Abadenn kinnig tri levr skiantel lakaet e brezhoneg gant an Ofis

Kinniget eo bet d'ar gazetennerien tri levr troet gant an Ofis hag embannet e ti Apogée, er Maezioù Frank e Roazhon d'ar Merc'her 10 a viz Genver 2007.


Koskoriad an Heol, Adalek ar Big Bang betek hiziv hag Ar mareoù, sed amañ tri levr nevez troet gant an Ofis a zo bet kinniget dirak an Ao. Michel Cabaret, rener Egorenn ar Skiantoù, an Ao. André Crenn, rener embannadurioù Apogée, an Ao. Jean-Marie Goater, e karg eus ar mediaoù e ti Apogée ha tud e karg an Ofis.
Sed aze un dachenn nevez a zo bet digoret d’ar brezhoneg gant an troidigezhioù-se, a-drugarez embannadurioù Apogée (staliet e Roazhon) o deus kinniget al labour nevez-mañ da servij Treiñ-Aliañ Ofis ar Brezhoneg.
Ezhomm bras en deus ar brezhoneg da vezañ implijet war kement tachenn zo hag ezhomm bras o deus ar vrezhonegerien ivez da gaout levrioù liesseurt e brezhoneg : en o zouez levrioù diwar-benn ar skiantoù evel amañ.
Se a zo kaoz en deus asantet diouzhtu skipailh ar servij Treiñ kas al labour-mañ da benn p’eo bet kinniget dezhañ. Levrioù kaer int, leun a skeudennoù ha grafikoù, plijus da lenn evit an holl ha… marc’hadmat. Hep mar ebet e teuint da vezañ binvioù a-zoare er skolioù ivez.

Geriaoueg arbennik al levrioù-mañ a gaver e-barzh TermOfis, bank roadennoù foran TermBret, war lec’hienn Ofis ar Brezhoneg (kit war “bank termenoù”)

 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn