Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


Pellgargañ (190 ko)  Fichier pdf 
  Ur staj e brezhoneg kinniget en ur stal siner an emglev Ya d’ar brezhoneg

Keveler e vo ar varaerezh Bara Bio eus Kervegen en Erge-Vras gant kevredigezh Mervent, ur gevredigezh staliet e Ploneour-Lanwern a ginnig kentelioù brezhoneg d’ar vugale ha d’an dud deuet e bro Gerne, evit kas da benn un devezh tañva d’ober bara … e brezhoneg.



E 3 lodenn e vo rannet an devezh : desket e vo da gentañ an holl edajoù a implijer d’ober bara ha penaos sevel bara, dizoloet e vo war-lerc’h ar vilinerezh hag e dibenn an devezh e vo desket kanaouennoù ha troioù-lavar liammet gant bed ar varaerien hag ar bara.
D’ar Sadorn 2 a viz Mezheven a vo aozet ar staj dibar-mañ. Digor eo d’an holl vrezhoneregien ha d’an dud a zo o teskiñ ar yezh. Ur c’helenner eus Mervent ha Youenn Legall, baraer brezhoneger, a gaso ar staj da benn.
Evit gouzout hiroc’h ha lakaat e anv : pellgargañ ar fichennaoueg pdf stag.
Lec’hienn Bara Bio (lec’hienn divyezhek brezhoneg-galleg) : http://www.barabio.fr/


 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn