3) Treiñ hag aliañ
Niverus-kenañ eo ar goulennoù treiñ
a denn d'ar brezhoneg. Evit bezañ e-tailh da respont
d’ar goulenn, ha diouzh ar gefridi zo bet fiziet
en Ofis Publik a-benn diorren ar brezhoneg, e ra ar servij
Treiñ-Aliañ war-dro ar goulennoù
treiñ galleg-brezhoneg. Forzh peseurt skrid a c'hall
bezañ troet gantañ, nemet ne ra ket war-dro
skridoù lennegel. Labourat a ra war lec'hiennoù
Internet ivez pe war skorioù kehentiñ all,
panellerezh hag all. Gant ar servij-se e vo aliet ivez
kement den pe aozadur en deus c'hoant da lakaat e plas
un divyezhegezh
a-zoare.
4) Skignañ ar c'heriaoueg rekis evit implij ar brezhoneg er vuhez a-vremañ
|
Geriaoueg |
TermBret, Kreizenn Dermenadurezh an Ofis Publik, a
ra war-dro geriaoueg ar yezh. Pouezus eo reiñ
tu d'ar vrezhonegerien da implijout o yezh en holl doareoù
ar vuhez vodern. Ul labour skoueriekaat a vez sevenet
gant TermBret eta, d'ar brezhoneg da vezañ implijet
e kement tachenn nevez a zigor dirazañ. Geriaouegoù
arbennikaet niverus, anezho frouezh ul labour a-stroll,
a vez embannet bep bloaz gant TermBret.
5) Difraostañ tachennoù
nevez d'ar brezhoneg
Gant an Ajañs Diorren e c'hall an Ofis Publik
chom liammet bepred ouzh kevredigezh Breizh en he fezh.
He labour eo diambroug kevelerien (aozadurioù
pe tud prevez) o deus c'hoant da implijout ar yezh,
kalz pe nebeut.
Ar c'houlzad « Ya
d'ar Brezhoneg » a laka da wir al labour-se
da ziorren ar yezh er gevredigezh. Digor eo ar c'houlzad-se
d'ar gennad prevez, d'ar c'humunioù ha d'ar strolloù
kumunioù, gant ar memes soñj atav : lakaat
santimant an darn vrasañ eus an dud, zo tomm
ouzh ar brezhoneg, da dremen er pleustr. An Ajañs
Diorren a genurzh ivez brudadeg vloaziek ar c'hentelioù
evit an dud deuet, ha diwar goulenn Kuzul-rannvro Breizh
ez aoz Prizioù
Rannvroel Dazont ar Brezhoneg.
Ha labourat a ra ivez an Ajañs Diorren evit
frammañ ha diorren an deskadurezh divyezhek en
Akademiezhioù Roazhon ha Naoned.
|
|
|
Teul kelaouiñ e brezhoneg. |
|