|
Un aozadur terkerezh yezhel eo an Ofis
Publik.
Ober a reer terkadur yezhel eus aozadur hollek ar yezhoù war an tiriad-mañ-tiriad. Lakaet ez eus da bal dezhañ skoazellañ da lakaat e plas binvioù evit bastañ da ezhommoù yezh ur bobl bennak. Evit ar wech ez eus bet lakaet kemm etre terkañ statud ar yezh ha terkañ ar yezh end-eeun.
Terkañ statud ar yezh a denn d'al lezennoù ha d'ar politikerezh yezh, kraf ar yezhoù ofisiel peurgetket, an darempred etre ar yezhoù-se hag ar re n'int ket ofisiel, h.a. Evit a sell ouzh ar brezhoneg, n'en deus ket ar C'huzul-rannvro droed da embann lezennoù, setu ne c'hall ket emellout eus statud ar yezh war-eeun. Koulskoude ez eus tu da ziazezañ ur politikerezh evit ar yezh, an deskiñ, an anaoudegezh hag an implij anezhi, rak bezañ ma vez goulennet groñs gant al lezenn implijout ar galleg, ne vir ket honnezh a ober gant div yezh.
Terkañ ar yezh a sell ouzh diorren hag aozañ danvez diabarzh ar yezh, eleze krouiñ gerioù nevez, skoueriekaat ha reoliañ ar reizhskrivadur pe ar yezhadur, h.a.
War ar pemdez e vast servijoù
an Ofis Publik da ezhommoù nevez ar gomzerien
ha da re ar strollegezhioù. Aozet eo e servijoù
a-benn bremañ evit a denn d'an treiñ, d'an dermenadurezh
ha d'ar skoueriekaat anvioù-lec'h hag anvioù-tud
breizhek.
Tachenn oberiantiz
Unan eus ar palioù pennañ a glasker tizhout eo kaout an diazezoù skiantel rekis evit anavezout da vat stad sokioyezhoniel Breizh. Diwar se e c'haller kinnig ar politikerezhioù yezh azasañ evit terriñ digresk an implij eus ar yezh ha suraat treuzvuhez ar brezhoneg evel yezh vev ha yezh kehentiñ er gevredigezh evit ar remziadoù da zont.
|
|