Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
  408 kavet war 41 pajenn

Pajennoù : << 27 - 28 - 29 - 30 - 31 >>

Rostrenenn, ar gumun gentań he doa bet al label live 1 evit ar garta Ya d’ar brezhoneg, zo o tegemer bremań al label live 2.


 


Da-geńver an emvod kelaouiń a zo bet dalc’het e Roazhon d’ar 5 a viz Here e oa bet studiet disoc’hoł ar c’houlzad Ya d’ar brezhoneg er bed prevez hag eo bet roet lańs d’al « labelaat » evit aozadurioł ar gennad prevez.
 


E miz Here 2007 e vo skignet 14500 a skritellołigoł divyezhek da zisplegań penaos diveskań al lastez en holl voestoł-lizheroł ar 17 kumun a zo e tolpad-kźrioł Lannuon-Treger.
 


Gant Ofis ar Brezhoneg e vez troet ingal testennoł ofisiel a-benn lakaat anezho e-kerzh an holl evit ma vefent implijet e-kichen an testennoł e galleg.
 


D’ar Gwener 28 a viz Gwengolo 2007 e oa bet sinet e Plouared (22) ar garta Ya d’ar brezhoneg dirak an Ao. Christian Le Fustec, maer, an It. Lena Louarn, prezidantez Ofis ar brezhoneg hag an Ao. Gérard Quilin, kuzulier-departamant ha maer Plounevez-Moedeg, deuet da zileuriań an departamant.
 


D’ar Sadorn 30 ha d’ar Sul 31 a viz Gwengolo 2007 e oa bet dalc’het e Gwened ar gouel Celti’Vannes. Degemeret e vez an Ofis e salońs al levrioł abaoe 2001 hag er bloaz-mań eo bet kreńvaet plas ar brezhoneg enno.
 


Aozań a ra Poellgor an Tarv e 10vet salońs arzoł divyezhek e Tregastell etre an 3 hag an 31 viz Here, e Kreizenn ar C’hendalc’hioł e Tregastell.
 


Ouzhpenn 150 kumun a gemer perzh en 8vet koulzad aozet gant Ofis ar Brezhoneg, gant skoazell DAO (Deskiń d’An Oadourien), evit brudań ar c’hentelioł brezhoneg evit an dud deuet.
 


Servij dielloł ti-kźr Pondi, kevredigezh Mignoned Pondi hag Ofis ar brezhoneg o deus kenlabouret a-benn sevel an diskouezadeg pouezus-mań.
 


Lec’hienn genrouedad Ofis ar Brezhoneg a zo deuet da vezań ul lec’h eus ar re bouezusań war ar gwiad. Dindan bloaz ez eo ouzhpenn 100 000 gweladenner a zo bet o lenn an titouroł hag an dielfennadurioł a gaver war www.ofis-bzh.org


Pajennoł TermOfis, bank roadennoł foran servij TermBret, eo ar re bet gweladennet ar muiań koulz ha pajenn ar “C’heleier”.

Evit bezań kelaouet ingal war obererezhioł an Ofis ha war an oberoł pennań evit diorren ar brezhoneg, kit da lakaat hoc’h anv evit resev ingal al “Lizher kelaouiń”.

 

Pajennoù : << 27 - 28 - 29 - 30 - 31 >>
 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn