Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
  408 kavet war 41 pajenn

Pajennoù : << 26 - 27 - 28 - 29 - 30 >>

Birvilh ez eus bet e bro Leon d’ar Sadorn 24 a viz Du : da gentañ e oa bet lidet sinadur Ya d’ar brezhoneg gant kumun Plouvien (lennit a-us) ha da eil e oa bet aozet lid-sinañ karta Divskouarn gant pemp magouri eus Penn-ar-Bed e Lesneven.
 


Diwar atiz ar c’hevredad Startijenn ar Vro Vigoudenn hag e brezidant Reun Koupa e oa bet aozet er bloaz-mañ « Gouel ar vro Vigoudenn » d’ar 17 ha d’an 18 a viz Du 2007.
 


D’ar Sadorn 24 a viz Du e oa bet sinet gant Christian Calvez, maer Plouvien, ar garta Ya d’ar brezhoneg dirak Lena Louarn, prezidantez Ofis ar Brezhoneg, hag izili ar C’huzul-kêr.
 


D’ar 15 a viz Du 2007 e oa bet roet lañs gant an It. Marie-Thèrèse Thiery, kuzulierez-departamant ha maerez, da « zevezhioù ar brezhoneg » aozet gant ti-kêr Lannarstêr.
Kinniget e vo e-pad ur mizvezh a-bezh meur a abadenn zudi digor d’an holl.

 


Da-geñver gouelioù Douar Alre e oa bet aozet devezh ar brezhoneg e bro an Alre d’ar 26 a viz Here gant ar c’hevredigezhioù Kerlenn Sten Kidna, Douar Alre hag ar Vammen : ha berzh en deus graet !
 


D’an 8 ha d’an 9 a viz Du e oa bet dalc’het evit ar 17vet gwech Emgavioù ar Yezhoù hag ar Sevenadurioù Rannvroel pe Bihanniver e Kanbo e Norzheuskadi. Kevredigezhioù hag aozadurioù o labourat evit kement yezh « rannvroel » a vez komzet e Frañs a gemer perzh en emgavioù-se. Tud eus Elzas, Katalonia, Okitania, Euskadi, Breizh, Korsika, enez ar Reunion, ar Martinik, Mayot ha Gwiana a oa war al lec’h.
 


Erruet eo ar poent ma’z eo ret fardañ ar c’hartennoù hetoù evit ar bloaz nevez !
 


Gant ar Poellgor Aliañ war ar Vreizhadelezh e Roazhon ez eus bet kinniget da zilennidi Meurgêr Roazhon, d’ar Yaou 18 a viz Here, ur valizennadig savet evito d’o c’hizidikaat ouzh diorroadur ar brezhoneg.
 


Ur pemzek gwazour tiriadel bennak o doa kemeret perzh d’ar Yaou 26 ha d’ar Gwener 27 a viz Here 2007 er staj kinniget gant KBMFT Gwened ( Kreizenn Vroadel ar Velestradurezh Foran Tiriadel ) : « Merañ an divyezhegezh da live un tiriad » a oa an danvez anezhañ.
 


Diwar atiz Dominique Hannedouche, rener TV Roazhon 35 ha Glenn Jegou, animatour war gwagennoù France Bleu Arvorig ha rener gouel Yaouank Roazhon e vo skignet peder abadenn bep miz e brezhoneg war ar chadenn, hag int bet savet a-ratozh evit ar re yaouank.
 

Pajennoù : << 26 - 27 - 28 - 29 - 30 >>
 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn