Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
  408 kavet war 41 pajenn

Pajennoù : << 25 - 26 - 27 - 28 - 29 >>

Goude bezań bet tapet label live 1 ar garta Ya d’ar brezhoneg e miz Genver 2007 eo deuet a-benn Kreizenn Verań Penn-ar-bed da gaout al label live 2 o kregiń gant ar bloaz nevez. Ar strivoł kaer a zo bet graet betek-henn gant ar framm publik-mań a gaso anezhań didrabas davet al label live 3 er mizioł a zeu.
 


Emań ar gevredigezh Poellgor an Tarv e-touez an dek siner kentań o resev al label Ya d’ar brezhoneg abaoe ma oa bet lańset ar c’houlzad labelaat d’ar 5 a viz Here 2007.
 


Lidoł laouen zo bet e dibenn ar bloaz e Pondi : roet e oa bet da Jean-Pierre Le Roch, maer ar gumun, label live 2 ar garta Ya d’ar brezhoneg gant Lena Louarn, prezidantez Ofis ar Brezhoneg ha war un dro e oa bet roet d’an ti-kźr, ar studiadenn glok a oa bet savet gant ar servij Glad Yezhel diwar-benn anvioł-lec’h ar gumun.
 


Ur benveg evit doujań d’al lezenn nevez.
 


D’ar Merc’her 12 a viz Kerzu e oa bet kinniget e Roazhon gant an dud e karg eus Ofis ar Brezhoneg an eil danevell hollek graet gant an Arsellva war stad ar brezhoneg, anvet : « Ar brezhoneg e-kreiz ar roudour ».
 


Mat-ha-fall eo stad ar c’helenn brezhoneg e Breizh. Daoust ma’z eus bet araokadennoł gwirion, an niver a skolidi ne gresk ket a-walc’h evit bastań d’an ezhommoł.
 


Lid-sinań roidigezh al label live 1 ha sinadur ar garta Ya d’ar brezhoneg a-benn tapout al label live 2 gant kźr Wened a oa bet aozet d’ar Sadorn 8 viz Kerzu dirak an Ao. Goulard, kannad ha maer, prezidant tolpad-kźrioł Bro Gwened, an Ao. Gabriel Sauvet, eilmaer e karg eus ar sevenadur, an Ao. Lucien Jaffré, eilmaer e karg eus ar c’helenn, hag an It. Lena Louarn , prezidantez Ofis ar Brezhoneg.
 


Al lid-sinań a oa bet aozet e ti-kźr Pornizh d’ar Gwener 7 a viz Kerzu 2007 dirak an Ao. Philippe Boėnnec, kannad ha maer, an It. Catherine Pasquier, kentań eilmarez e karg eus ar sevenadur, hag an It. Lena Louarn, prezidantez Ofis ar Brezhoneg.
 


Gant Arsellva Ofis ar Brezhoneg eo bet embannet sifroł distro-skol 2007/2008 evit ar c’helenn brezhoneg d’an dud deuet.
Kentel gentań ar bloaz-mań : un ehan d’an digresk a zeu war wel. An niver a zeskerien el liveoł 1 ha 2 er c’hentelioł a ya war gresk, evit ar wech kentań abaoe 2001 ; sin vat eo evit ar brezhoneg.

 


Goude bezań embannet « Levr ar buhezour » e 2004, an UBAPAR a embann hiziv « Levr an aozer hag ar rener » un dornlevr e brezhoneg evit ar renerien hag an aozerien kreizennoł vakańsoł, gant skoazell Kuzulioł-departamant Penn-ar-Bed hag ar Mor-Bihan, Rannvro Breizh ha Renerezh rannvroel ar yaouankiz hag ar sportoł.
 

Pajennoù : << 25 - 26 - 27 - 28 - 29 >>
 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn