Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
  408 kavet war 41 pajenn

Pajennoù : << 10 - 11 - 12 - 13 - 14 >>

An ao. Michel Phelep, maer Gouenou, en deus resevet label 1 ar garta en anv e gumun d’an 18 a viz Meurzh. Dirak an it. Monique Guiavarc’h, eilmaerez hag an ao. Erwan ar C’hoadig eus Ofis ar Brezhoneg en deus lakaet Gouenou war hent eil live al label Ya d’ar brezhoneg evit kenderc’hel gant an oberoù dibabet ha diorren reoù all.
 


8vet kumun Kumuniezh-kumunioù Bro Kemperle o sinañ ar garta eo Lokunole goude an Treoù-Kerne, Molan, Kerrien, Kemperle, Rieg, Skaer ha Tremeven.
Aozet e oa bet al lid-sinañ e ti-kêr Lokunole d’ar 24 a viz Meurzh 2010 dirak ur bern tud.

 


A-benn respont da goulennoù ar strollegezhioù lec’hel war dachenn an anvioù-lec’h - evit ar panellerezh-hent da gentañ-penn-, e vez kaset enklaskoù ingal gant Servij Glad an Ofis war an dachenn.
 


An it. Lena Louarn, prezidantez Ofis ar Brezhoneg ha besprezidantez ar C'huzul-rannvro karget eus yezhoù Breizh a zo bet degemeret d’ar Merc’her 31 a viz Meurzh e Rostrenenn gant an ao. Michel Morvant, prezidant Bro Kornôg Kreiz-Breizh, dirak ur bern dilennidi eus ar c’humunioù tro-war-dro hag an ao. Denis Olagnon, is-prefed Kastellin.
 


Label live 1 ar garta Ya d’ar brezhoneg zo bet roet d’an it. Thérèse Thiery, maerez Lannarstêr, gant an ao. Fulup Jakez, rener Ofis ar brezhoneg. War ar marc’had eo bet lakaet he c’humun ganti war hent al label a live 2.
 


Kresket-kalz eo ar staliañ panelloù brezhonek e Breizh abaoe tregont vloaz. A bep seurt panelloù zo bremañ : panelloù mont e-maez ha mont tre er c’humunioù, panelloù-henchañ, plakennoù straed, panelloù titouriñ war ar glad, asagnoù ar stalioù ha kement zo.


 


Ofis ar Brezhoneg, Ziurtagiriaren Elkartea (Euskadi) ha 7dquatre (Katalonia) o deus sinet un emglev kenlabour evit kas war-raok hor yezhoù er vuhez foran, dre ar c'houlzad Ya d'ar brezhoneg, Bai Euskarari, Si al catala.
 


Kinniget er C'huzul-rannvro en nevez-amzer tremenet emañ bremañ staliet an troer emgefre brezhoneg-galleg kentañ war-eeun war lec'hienn an Ofis.
 


Gant an ao. Jean-Yves an Drian, prezidant Kuzul-rannvro Breizh, eo bet degemeret d’ar Gwener 18 a viz Kerzu 2009 e ti ar Rannvro an it. Lena Louarn, prezidantez Ofis ar Brezhoneg, hag an aotrounien Jakez Bernard ha Malo Bouëssel du Bourg, prezidant ha rener Produet e Breizh, evit al lid-sinañ.
 


Degemeret e oa bet Lena Louarn, prezidantez Ofis ar Brezhoneg, e sez Park naturel rannvro Arvorig er Faou, d’ar 16 a viz Kerzu 2009, gant an ao. Andre ar Gag, besprezidant ar Park ha kuzulier-departamant eus Penn-ar-Bed, evit sinañ an emglev Ya d’ar brezhoneg.
 

Pajennoù : << 10 - 11 - 12 - 13 - 14 >>
 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn