Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
  408 kavet war 41 pajenn

Pajennoù : << 12 - 13 - 14 - 15 - 16 >>

OpenStreetMap zo ur raktres etrebroadel frank a wirioů. Kinnig a ra roadennoů douaroniel digoust d'an dud a-benn krouiń, reizhań pe klokaat kartennoů.

E brezhoneg a c’heller ober gant Openstreemap diwar vremań a-drugarez da servij treiń an Ofis.
 


D’ar 16 a viz Here 2009 e oa bet sinet ar garta gant an ao. Jacques François, maer, dirak an ao. Erwan Koadig eus an Ajańs diorren hag un toullad kuzulierien-kęr.
 


Ouzhpenn 30.000 pennad e brezhoneg a gaver enlinenn e lec’hienn an holloueziadur Wikipedia diwar vremań.
 


Dre-vras eo bet gwelloc'h an distro-skol er bloaz-mań evit an deskadurezh divyezhek. Gant ur c’hresk a 6,1% eo tremenet an niver a vugale en-tu all da 13000. Eil keloů mat : digoret ez eus bet skolioů e pep hentad hag en holl departamantoů. Kresk Diwan er skolioů-mamm peurgetket (8,2%) zo eus ar c'hentań. Ar c’hresk brasań eo e-touez an holl hentennoů.

Koulskoude, n'eur ket sur e c'hallo an adlańs kresk-se bezań kadarnaet er bloavezhioů da zont. E Breizh n’eo ket frammet a-walc’h diorren kinnig an deskadurezh divyezhek.

Karget ma vo eus ar politikerezh yezh publik e c'hallo ar benveg nevez a vo krouet evit ar yezh e 2010 bezań un digarez brav da frammań ar c'hinnig hag evel-se kregiń da adc'hounit yezherien tamm-ha-tamm.
 


Sinet e oa bet an emglev Ya d’ar brezhoneg gant an ao. Jean-Eric Balnoas, prezidant ar gevredigezh Rando Bro Gwened, d’ar Yaou 8 a viz Here 2009, e sez ar c’hevredad Kendalc’h en Elven, dirak an ao. Visant Roue, e penn ar pol Studi ha Diorren.
 


Sinet e oa bet ar garta Ya d’ar brezhoneg d’an 9 a viz Here 2009 gant Bernard Le Porz, maer Santeg, dirak meur a zilennad, en o zouez an ao. Nicolas Floc’h, maer Kastell-Paol ha prezidant Kumuniezh kumunioů bro Leon.
 


An it. Lena Louarn, prezidantez an Ofis, a oa bet degemeret en ti-kęr gant an ao. Daniel Moysan, maer Kraozon, d’an 8 a viz Here evit sinań ar garta Ya d’ar brezhoneg dirak an it. Françoise Louarn, Kuzulierez-rannvro hag un toullad brav a dud.
 

 


An it. Lena Louarn, prezidantez Ofis ar Brezhoneg, a oa bet degemeret e ti-kęr Pederneg d’an 11 a viz Gwengolo 2009 gant an ao. Jean-Paul Le Goff, maer, dirak an ao. Yann-Bęr Thomin, e karg eus ar politikerezh yezh er Rannvro, evit kensinań ar garta Ya d’ar brezhoneg.
 


Diwar atiz Fańch Rebours, eilmaer, ez eo bet votet ar garta Ya d’ar brezhoneg. Kensinet eo bet d’an 30 a viz Gwengolo gant ar vaerez Louis-Anne Even hag an ao. Guillaume Morin, eus Ajańs diorren an Ofis.
 

Pajennoù : << 12 - 13 - 14 - 15 - 16 >>
 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn