Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
  408 kavet war 41 pajenn

Pajennoù : << 14 - 15 - 16 - 17 - 18 >>

Plaset mat emań bro Vrest evit a sell ouzh emezelań d’ar garta Ya d’ar brezhoneg : 19 kumun o deus sinet d’an deiz a hiziv.
 


A-raok pell e vo lidet 20 vloaz krouidigezh hentad divyezhek Sant-Gwenn. Er penn a-raok e oa ar skol-se e 1990 rak enni e oa bet digoret an hentad divyezhek prevez kentań. Lańs a zo gant Sant-Gwenn c’hoazh rak ar c’hentań skol kentań derez divyezhek eo o sinań an emglev Ya d’ar brezhoneg.
 


Lidet eo bet dekvet deiz-ha-bloaz Ofis ar Brezhoneg d’ar Sadorn 30 a viz Mae 2009 e Palez ar c’hendalc'hioů en Oriant. Ouzhpenn 150 den, izili an Ofis, dilennidi ha tud kar o yezh o deus kemeret perzh en darvoud-mań. En endervezh, hag evel bep bloaz da-geńver Gouel Erwan, e oa bet roet Prizioů rannvroel dazont ar brezhoneg e anv ar C'huzul-rannvro.
 


Evel an holl yezhoů modern bras e rank ar brezhoneg en em ober dibaouez ouzh an emdroadurioů teknologel. Setu perak en deus an Ofis divizet ober eus tachenn an teknologiezhioů nevez un dachenn
eus ar re bouezusań evit ar yezh, pe e vefe evit kinnig ostilhoů stlenn e brezhoneg pe e vefe evit treiń dafar war ar Genrouedad.

 


Dre sinań ar garta Ya d’ar Brezhoneg eo deuet kumun Sant-Ervlan (44) da vezań ar 100vet kumun o tegemer karta an Ofis.
 


Lidet e vo dekvet deiz-ha-bloaz Ofis ar Brezhoneg d’ar Sadorn 30 a viz Mae e Palez ar C’hendalc’hioů en Oriant.
 


Fromus-tre e oa bet an abadenn-sinań e ti-kęr Lokmaria-Kaer d’ar Sadorn 25 a viz Ebrel 2009. An it. Lena Louarn, prezidantez Ofis ar Brezhoneg, a oa deuet da reiń al label live 1 d’an ao. Michel Jeannot, maer ar gumun dirak an ao. Jacques Madec, eilmaer dave evit an teuliad-mań, an ao. Michel le Ray, kuzulier-departamant, hag an ao. Michel Grall, kannad ar bastell-vro ha maer Karnag.
 


D’an ao. Claude Prigent, prezidant golf Karaez, e oa bet roet, label live 1 an emglev Ya d’ar brezhoneg dre m’en deus kaset da benn 6 ober evit diorren ar brezhoneg, d’ar Gwener 24 a viz Ebrel 2009 gant Fulup Jakez, rener Ofis ar Brezhoneg.
 


Bet e oa an It. Lena Louarn, prezidantez Ofis ar Brezhoneg, e Rosko d’an 10 a viz Ebrel 2009 evit kemer perzh e lid-sinań ar garta Ya d’ar Brezhoneg aozet gant ar maer, an Ao. Joseph Seite.
D’al lid e oa deuet ivez an Ao. Yann-Bęr Thomin, karget eus ar politikerezh yezh er C’huzul-rannvro, an It. Marylise Lebranchu, kannadez Penn-ar-Bed hag an Ao. Jacques Edern, kuzulier-departamant eus Penn-ar-Bed.


 


Da-geńver lid-diskouez talbenn divyezhek nevez ti-kęr Gwipavaz e oa bet sinet ar garta Ya d’ar brezhoneg gant an aotrou maer Alain Queffelec, d’ar Meurzh 21 a viz Ebrel 2009 dirak an Ao. Erwan ar C’hoadig, eus Ajańs diorren Ofis ar Brezhoneg.
 

Pajennoù : << 14 - 15 - 16 - 17 - 18 >>
 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn