Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
  408 kavet war 41 pajenn

Pajennoù : << 13 - 14 - 15 - 16 - 17 >>

D’ar 16 a viz Gwengolo, e ti-kęr Kemper, ez eo bet lakaet ar c’houlzad da gregiń en ofisiel dirak an ao. Bernard Poignant, maer Kemper, an ao. Loďc Philippon, kuzulier dileuriet evit al liesseurted sevenadurel hag ar brezhoneg, an ao. Fulup Jakez, rener an Ofis ha meur a framm stummań evit an oadourien.
 


E 2004 e oa bet sinet ar garta Ya d’ar brezhoneg gant Pondi ; e 2007 e oa bet roet al label a live 2 dezhi. Divizet he deus ar gumun kreskiń plas ar brezhoneg war he zachenn : divyezhek e vo plakennoů-straed kreiz-kęr diwar vremań.
 


Emań an Ofis o paouez embann ur blegfollenn a ginnig d’an holl, berr-ha-berr, istor ar brezhoneg ha stad ar yezh en amzer vremań.
 


D’ar 17 a viz Gouere 2009 e oa bet roet label live 1 ar garta Ya d’ar brezhoneg d’an ao. Jean-Luc Engelmann, maer Lokorn, gant an it. Lena Louarn, prezidantez Ofis ar Brezhoneg.
 


Da-geńver gouelioů Salońs Levrioů an Inizi a oa bet echuet d’an 23 a viz Eost e oa bet tud an Ofis en Eusa evit sinań Ya d’ar brezhoneg gant ar gumun ha gant aozadur ar salońs war un dro.

 


Degemeret e oa bet an it. Lena Louarn, prezidantez Ofis ar Brezhoneg, gant an ao. Corentin Hily, maer Ploveren, d’an 12 a viz Mezheven 2009, evit kensinań ar garta Ya d’ar brezhoneg.
 


D’an 10 a viz Gouere 2009 e oa bet sinet e ti-kęr Konk-Leon ar garta Ya d’ar brezhoneg gant an ao. Xavier Jean, maer, dirak an it. Lena Louarn, prezidantez Ofis ar Brezhoneg.
 


Pedervet kumun Tolpad-kęrioů bro Montroulez eo Plourin o sinań ar garta Ya d’ar brezhoneg goude kumun Sant-Martin-war-ar-Maez, Sant-Tegoneg ha Montroulez. Roet eo bet dezhi al label live 1 ha sinet he deus evit tapout al label live 2.
 


Prezegennoů a bep seurt, kanennoů e brezhoneg gant bugale skol divyezhek Kemperle, kan-ha-diskan, tud niverus : ur gouel gwirion e oa deuet da vezań lid-roidigezh label live 1 ha lid-sinań ar garta Ya d’ar brezhoneg (live 2) kumun Rieg dirak an ao. Sebastien Miossec, maer hag an it. Lena Louarn, prezidantez Ofis ar Brezhoneg.
 


Tomm e oa an aergelc’h e ti-kęr ar Bonoů d’ar Sadorn 6 a viz Mezheven e-pad al lid-sinań. War ar renk evit tapout al label live 1 eo bet lakaet e gumun gant an ao. Bernard Skoarneg, maer, dirak an it. Lena Louarn, prezidantez Ofis ar brezhoneg,.
 

Pajennoù : << 13 - 14 - 15 - 16 - 17 >>
 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn