Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
  408 kavet war 41 pajenn

Pajennoù : << 17 - 18 - 19 - 20 - 21 >>

Roet e oa bet al label live 3 d’an Ao. Christian Troadeg, maer Karaez, d’ar Gwener 30 a viz Genver 2009 gant an It. Lena Louarn, prezidantez Ofis ar Brezhoneg.
War un dro eo bet sinet gant ar gumun evit goulenn al label live 4 ac’hann da 2011.

 


Abaoe un nebeud devezhioů e c’haller lenn brezhoneg war lec’hienn Rannvro Breizh : un araokadenn eus ar c’hentań evit ar yezh.
 


Roet e oa bet al label live 1 gant Lena Louarn da Jacques Mangold, maer Ploueg-ar-Mor, d’an 23 a viz Genver 2009. Evit kenderc’hel gant an hent-se eo bet divizet sinań da dapout al label live 2 a-benn 3 bloaz.
 


Gant Germicopa, un embregerezh arbennikaet war ar c’hrouiń gouennoů avaloů-douar nevez, ez eus kinniget un diskouezadeg e brezhoneg diwar-benn an torzhelloů hollvrudet.
 


Sinet eo bet ar garta gant André Guillou, maer Sant-Evarzeg, dirak Yannig Menguy, ezel eus kuzul-merań an Ofis.
 


Ul lusker enklask zo bet staliet war hol lec’hienn. E krec’h pep pajenn war an tu kleiz e vo kavet. Ur ger hag ur c’hilk a vo a-walc’h evit tizhout an teulioů hag an titouroů goulennet.
 


Embann a ra servij an Arsellva bilańs bloaziek ar c’helenn d’an oadourien :
4 880 den deuet o deus heuliet kentelioů brezhoneg e-kerzh ar bloavezh 2008, da lavaret eo +6% e-keńver 2007.

 


Ar radio kentań eus rouedad France Bleu oc’h ober bruderezh e brezhoneg ez eo France Bleu Breizh-Izel.
 


Dalc’het e vo ur stand gant an Ofis e salońs Azimut Brest evit kelaouiń al liseidi diwar-benn ar micherioů a c’houlenn e vefe komzet brezhoneg.
 


Votet eo bet gant ar C’huzul-kęr evit ma vo kaset da benn 15 ober ac’hann da 2010 gant ar pal tizhout label live 2 ar garta Ya d’ar brezhoneg. E-kerzh an tri bloaz a zeu e vo lakaet e pleustr 20 ober en holl.
 

Pajennoù : << 17 - 18 - 19 - 20 - 21 >>
 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn