Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
  408 kavet war 41 pajenn

Pajennoù : << 18 - 19 - 20 - 21 - 22 >>

D’ar Gwener 19 a viz Kerzu e oa bet lavaret Ya d’ar brezhoneg gant Pempoull pa oa bet sinet ar garta etre ar maer Jean-Yves de Chaisemartin ha prezidantez an Ofis Lena Louarn.
 


P’emañ gouelioù dibenn ar bloaz o tostaat, e kinnig an Ofis deoc’h ur porched 700 c’hoari liesseurt hag ur c’hoari strategiezh anvet « Freecol » lakaet e brezhoneg evit implijerien ar Genrouedad.
 


Gant Kewenn eo bet tapet al label live 1 hiviziken. Divizet he deus raktal ar gumun kas da benn 5 ober ouzhpenn a-benn tapout al label live 2.


 


Alies eo bet Roazhon er penn a-raok evit ar pezh a sell ouzh ar brezhoneg ha kendelc’her a ra ar wezh-mañ c’hoazh : sinet eo bet ar garta Ya d’ar brezhoneg gant skol-veur Roazhon 2 d’ar Gwener 28 a viz Du.
 


Gant rannvro Breizh a oa bet degemeret nevez ‘zo Kuzuliadeg Vedel ar Rannvroioù. En e blas reizh eo bet lakaet ar brezhoneg e-kichen ar yezhoù all.
 


Teirvet kumun Kumuniezh kumunioù Plabenneg hag an Aberioù eo Lanniliz o tivizout ez-ofisiel labourat evit ar brezhoneg gant sinadur ar garta Ya d’ar brezhoneg d’an 28 a viz Du 2008.


 


D'ar Sadorn 8 a viz Du, e Plozeved, ez eus bet dalc'het ur brezegenn diwar-benn anvioù-lec'h ar Vro Vigoudenn gant Servij Glad Yezhel Ofis ar Brezhoneg.
 


Porzhig eo ar gumun gentañ e tolpad-kêrioù Sant-Brieg o vezañ sinet, d’ar Yaou 13 a viz Du 2008, ar garta Ya d’ar brezhoneg.


 


Lañs he deus bro Vrest e-keñver toleadoù all Breizh evit ar pezh a sell ouzh stad ar brezhoneg war pep tachenn. Tennañ gounid eus an dra-se zo d’ober evit diazezañ amañ araokadennoù nevez ar brezhoneg.
 


Emgav nevez etre implijidi ar strollegezhioù hag an Ofis : « Merañ an divyezhegezh en un tiriad » e oa tem ar staj.
 

Pajennoù : << 18 - 19 - 20 - 21 - 22 >>
 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn