Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
  408 kavet war 41 pajenn

Pajennoù : << 15 - 16 - 17 - 18 - 19 >>

Sinet eo bet an emglev Ya d’ar brezhoneg gant Emile Granville, mouezh-aotret ar strollad hag eilmaer Redon, d’ar Merc’her 22 a viz Ebrel 2009 e Roazhon dirak an It. Lena Louarn, prezidantez an Ofis.
 


Hiviziken e c'hall an holl dud mont da gavout titouroů lec'hanvadurel war-eeun war lec’hienn an Ofis. Bouetaet ha pinvidikaet eo bet an diaz-mań a-hed ar 15 vloaz diwezhań. Mont a ra d'ober benveg labour pennań al labourioů kaset da benn gant an Ofis evit reizhań skritur anvioů-lec'h ar vro a-benn ma vo doujet gwelloc'h d'hon anvioů war ar panelloů.
 


D’ar Gwener 3 a viz Ebrel 2009 e oa bet roet al label live 1 d’an ao. Luc Raoult, prezidant gouel Kann al Loar, gant an it. Lena Louarn, prezidantez Ofis ar Brezhoneg, evit bezań kaset da benn 8 ober da ziorren ar brezhoneg.
 


Divizet en doa Jean-Yves an Drian, prezidant Kuzul-rannvro Breizh, evit ar pevare bloavezh diouzh renk, kemer perzh en emvod meur Ofis ar Brezhoneg goude vot un destenn d’an derc’hent, e-pad emvod hollek ar C’huzul-rannvro, a aotre savidigezh « Ofis Publik ar Brezhoneg ».
 


Lena Louarn, prezidantez an Ofis, degemeret eno gant ar Bagad Nominoe ha gant kanaouennoů bugale ar skolioů divyezhek, he doa sinet ar garta Ya d’ar brezhoneg, gant an Ao. Vincent Bourguet, maer Redon, d’ar Sadorn 21 a viz Meurzh.


 


Dirak an It. Lena Louarn, prezidantez Ofis ar Brezhoneg, an Ao. Yann-Bęr Thomin, kuzulier-rannvro karget eus ar politikerezh yezh hag ur bern tud all, bugale ar c’hlasoů divyezhek en o zouez, e oa bet sinet ar garta Ya d’ar brezhoneg gant an Ao. François Collec, maer Loperc’hed, d’ar Gwener 20 a viz Meurzh 2009.


 


Kumuniezh kumunioů Kreiz Treger , an Diazezadur Foran a Genlabour Etrekumunel kentań o resev label live 1 ar garta, a fell dezhi mont pelloc’h.
 


Emgav a oa bet roet e Ti-kęr Kastell-Paol, d’ar Gwener 13 a viz Meurzh 2009, gant ar skipailh-kęr a oa bet votet gantań e miz Kerzu 2008 sinań ar garta. Dirak an It. Lena Louarn, prezidantez an Ofis, hag an It. Michčle François-Guivarc’h, eilmaerez, eo bet lidet gant an Ao. Nicolas Floc’h, maer ar gumun, an diviz bet kemeret evit ar brezhoneg.
 


Emań Kuzul-departamant al Liger-Atlantel o paouez prenań ar c’haier klemmoů eus ar brovińs a Vreizh eus 1574. Da-geńver an darvoud-mań eo bet divizet evit ar wezh kentań gant ar C’huzul-departamant kelaouiń an dud en div yezh war e lec’hienn genrouedad.
 


Stank e oa an dud a oa deuet da lid-sinań ar garta e kompagnunezh Alan Stivell, paeron ar gouel, d’ar Gwener 6 a viz Meurzh 2009.
 

Pajennoù : << 15 - 16 - 17 - 18 - 19 >>
 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn