Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
  408 kavet war 41 pajenn

Pajennoù : << 19 - 20 - 21 - 22 - 23 >>

Sinet e oa bet ar garta Ya d’ar brezhoneg gant an Itron Vivane Godebert, maerez hag eilprezidantez Kumuniezh kumunioů bro an Irwazh hag an Itron Lena Louarn, prezidantez Ofis ar Brezhoneg, d’ar Gwener 17 a viz Here 2008.
 


Degemeret e oa bet ar gazetennerien gant tud an Ofis d’an 22 a viz Here e Roazhon, evit kinnig dezho dielfennadur an distro-skol er c’hlasoů divyezhek.
Pazennoů bras zo bet tizhet er bloaz-mań met meur a dra zo da wellaat c’hoazh.


 


Stumm brezhonek ur meziant da verań dalc’hadoů, anvet Kentika, a oa bet kinniget d’ar gazetennerien d’an 23 a viz Here 2008 e Roazhon. Gant ar meziant-se e c’haller implijout ar brezhoneg war un dro gant 6 yezh all eus Europa.
 


Sinet eo bet live 2 ar garta gant kęr Gwengamp gant ar pal kas da benn 10 ober ac’hann da dri bloaz. Dre ma‘z eus oberoů war-ober c’hoazh hag a vo echu a-benn nebeut emań e sońj resev al label a live 1 a-benn bloaz.

 


Dirak an Ao. Michel Grall, maer ha kannad ar Mor-Bihan, an Ao. Marc Le Rouzic, eilmaer hag an It. Lena Louarn, prezidantez Ofis ar Brezhoneg, ez eus bet sinet d’an 10 a viz Here 2008 ur gevrat kefridi etre kęr Karnag hag an Ofis.
 


Dalc’het e vo ur stand gant Ofis ar Brezhoneg e Skol-veur Kreisteiz Breizh d’ar 15 ha d’ar 16 a viz Here 2008. Degemeret, kelaouet hag aliet e vo ar studierien gant teknikourien an Ofis diwar-benn ar micherioů a implij ar brezhoneg an deiz a hiziv.
 


Sinet eo bet an emglev Ya d’ar brezhoneg gant an Ao. Jean-Paul Cluzel, prezidant-pennrener Radio France hag an Ao. Emmanuel Yvon, rener France Bleu Breizh-Izel d’al Lun 6 a viz Here 2008.
Kas 23 ober evit diorren ar brezhoneg da benn eo ar pal. Displeget mat eo bet gant Emmanuel Yvon en e brezegenn zivyezhek.


 


Evit ar seizhvet gwezh e vo aozet ar genstrivadeg sevel Haiku gant kevredigezh Taol-kurun Kemperle.
Tapit krog en ho pluenn...pe lakait hoc’h urzhiataer war enaou !

 


Ar genstrivadeg diavaez publik evit dont da vezań kelenner er skolioů divyezhek, meneg “brezhoneg”, a zo digor en Akademiezh Roazhon ha Naoned abaoe un nebeud deizioů.
 


C’hoant ho peus da zeskiń brezhoneg ? Gant 200 lec’hiad deskiń kentelioů noz d’an distro-skol-mań e Breizh e kavoc’h un doare evit deskiń brezhoneg nepell diouzh ho ti a-dra-sur.
 

Pajennoù : << 19 - 20 - 21 - 22 - 23 >>
 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn