Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
  408 kavet war 41 pajenn

Pajennoù : << 16 - 17 - 18 - 19 - 20 >>

Da-geñver sinadur ar garta Ya d’ar brezhoneg gant kumun Plouzane e bro Brest eo bet roet d’ar maer, an Ao. Bernard Rioual, label live 1 ar garta.
 


Ul lec’h nevez a vo digor d’ar brezhoneg e Roazhon a-drugarez da Virdi Breizh. Kreñvaet e vo evel-se plas ar brezhoneg e buhez foran ar gumun, ar pezh a glot gant an divizoù bet kemeret nevez ‘zo gant kêr Roazhon ha skol-veur Roazhon II.
 


Live 2 ar garta Ya d’ar brezhoneg a glasko tizhout kumun Landrevarzeg ac’hann da 3 bloaz, gant 12 ober dibabet gant ar C’huzul-kêr.
 


Kumuniezh kumunioù bro Kemperle eo an eil kumuniezh kumunioù eus Penn-ar-Bed a zibab mont gant hent an divyezhegezh, goude Brest Meurgêr ar Mor, p’emañ niver ar c’humunioù o deus sinet ar garta-mañ o tostaat da 100.
 


Dorn-ha-dorn e rank mont war-raok an diorren padus ha diorren ar brezhoneg hervez Claude Prigent, prezidant an embregerezh Yprema e Karaez hag e holding Prigent Environnement.
Dre ziv wezh en deus embannet sklaer ar mennozh-se d’ar Gwener 20 a viz C’hwevrer 2009.

 


Gant Agnès Le Brun, maerez Montroulez ha kuzulierez-departamant, e oa bet degemeret Lena Louarn, prezidantez Ofis ar Brezhoneg, d’ar Gwener 6 a viz C’hwevrer 2009.
Kensinet o deus roll an oberoù votet gant ar C’huzul-kêr er garta Ya d’ar brezhoneg.

 


Goude bezañ lakaet troidigezh kentañ Skype enlinenn evit ar vrezhonegerien, e Kerzu 2006, e kinnig an Ofis ur stumm nevesaet eus ar meziant evit pellgomz dre ar genrouedad.
 


D’ar Yaou 12 a viz C’hwevrer e oa deuet ur strollad 5 Japanad ha 2 Sinaadez studierien e skol-veur Gakugei Tokyo betek burevioù an Ofis e Roazhon. Ambrouget e oant gant o c’helenner, an Ao. Kazuo Sato, ha Brendan ar Rouz, a orin eus Roazhon ha studier doktorelezh e Japan.
 


D’ar Merc’her 28 a viz Genver 2009 e oa bet sinet ar garta Ya d’ar brezhoneg gant an It. Fruchard, maerez Pleskob, dirak an It. Lean Louarn, prezidantez Ofis ar Brezhoneg, a-benn tizhout al label live 2
 


Plouha eo ar gumun gentañ e Kumuniezh kumunioù Lanollon-Plouha o kemer perzh ez-ofisiel e diorren padus ar brezhoneg.
 

Pajennoù : << 16 - 17 - 18 - 19 - 20 >>
 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn