Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
  408 kavet war 41 pajenn

Pajennoù : << 24 - 25 - 26 - 27 - 28 >>

Embannet eo bet hor studiadenn « Ar brezhoneg e-kreiz ar roudour » war baper e div lodenn (e brezhoneg hag e galleg) da gentań penn. He fellgargań a c’heller ober hiziviken.


 


Gant youl ha c’hoant e oa bet sinet ar garta Ya d’ar brezhoneg gant Kęr-benn ar vro Vigoudenn d’an 8 a viz C’hwevrer 2008 gant ar pal kas da benn 22 ober dindan 3 bloaz.
 


Nebeutoc’h evit tri bloaz a zo bet ezhomm gant Kęr Douarnenez evit tizhout live 2 ar garta Ya d’ar brezhoneg dre gas da benn vat an oberoů a oa bet dibabet ganti.
 


Gant kreizenn stummerezh dibaouez Stumdi e vo kinniget evit ar wezh kentań ur staj war ar brezhoneg gouestlet d’ar vrezhonegerien.
 


Sinet eo bet ar garta Ya d’ar brezhoneg gant ar maer, an ao. Marcel Moysan d’ar Gwener 1ań a viz C’hwevrer 2008 dirak an It. Lena Louarn, prezidantez Ofis ar Brezhoneg, an Ao. Roger Colas, maer Tremeven-Kemperle bet o sinań ar garta 2 vloaz ‘zo c’hoazh, ar c’huzul-kęr hag un toullad tud eus ar vro.
 


Label live 1 ar garta Ya d’ar brezhoneg a zo bet roet gant an It. Lena Louarn, prezidantez Ofis ar Brezhoneg, d’an Ao. Alain Gérard, senedour-maer Kemper, evit 6 ober kaset da benn vat c’hoazh gant ar gumun e-pad ar bloavezhioů tremenet.
 


Gant an Ao. Patrick Mareschal, prezidant Kuzul-departamant al Liger-Atlantel e oa bet degemeret d’ar Gwener 25 a viz Genver 2008 er C’huzul-departamant e Naoned an It. Lena Louarn, prezidantez Ofis ar Brezhoneg, an Ao. Fulup Jakez, rener, holl implijidi an Ofis hag ur bern tud bet pedet da-geńver lid hetoů an Ofis.
 


Goude dont er-maez 4 bloaz ha 18 niverenn embannet, e gwenn ha du da gentań hag e liv da c’houde, Da Lenn, lizher-kelaouiń Ofis ar Brezhoneg a zeuio er-maez dindan ur furmad nevez ha livet bravoc’h eget biskoazh.
 


Kentań kęr Il-ha-Gwilen o tapout al label eo kęr Roazhon. Dastum a ra dre-se frouezh ar strivoů he deus graet evit diorren ar brezhoneg er vuhez foran.
 


Gant « Gouel Diwan 30 » e vo aozet adalek an 2 a viz C’hwevrer 2008 kentań kenstrivadeg ar Skrabell e brezhoneg e 15 kęr a Vreizh.


 

Pajennoù : << 24 - 25 - 26 - 27 - 28 >>
 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn