Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
  408 kavet war 41 pajenn

Pajennoù : << 23 - 24 - 25 - 26 - 27 >>

Evel bep bloaz abaoe 2001 e vo lakaet war wel gant Ofis ar Brezhoneg an embregerezhioù, ar c’hevredigezhioù hag an hiniennoù o do kaset da benn oberoù dreistordinal ha dibar ober gant ar brezhoneg war ar pemdez.
 


D’ar Sadorn 15 a viz Meurzh 2008, da-geñver emvod meur Ajañs Sevenadurel Breizek Liger-Atlantel, e oa bet roet gant Lena Louarn, prezidantez Ofis ar Brezhoneg da Yann Raynaudon, prezidant an ACB ha da Yves Averty, rener an Ajañs, labelioù 1 ha 2 an emglev Ya d’ar brezhoneg.
 


Da-heul kollok Auch, bet dalc'het e Kuzul-departamant ar Gers en diskar-amzer tremenet, ma oa bet goulennet ouzh an Ofis kinnig e hentennoù hag e ostilhoù labour, ez eus bet degemeret e Karaez d'an 19 a viz C’hwevrer pevar zileuriad eus an I.E.O. (Institut d’Estudis Occitans), aozadur staliet e Tolosa, a-benn diskouez dezho ar mod ma vez pledet gant ar panellerezh-hent divyezhek hag al labour enklask ha reizhañ anvioù-lec’h kaset da benn gant an Ofis e Breizh.
 


Lakaet eo bet ar brezhoneg da bal pennañ gant Emvod ar Gelted, siner an Emglev Ya d’ar brezhoneg.
 


Da-geñver emvod meur ar c’hevredad Kanomp Breizh a zo bet dalc’het e Pleuveur-Bodou d’an 8 a viz Meurzh 2008, an It. Claudine Samson, e brezidantez he deus resevet digant an Ao. Herve Seubil-Kernaudour, eus Burev Ofis ar Brezhoneg, label live 1 an emglev Ya d’ar brezhoneg. War al lec’h e oa ivez holl zileuridi lazoù-kanañ ar c’hevredad, an It. Armelle Guillou, sekretourez Kanomp Breizh, dilennidi ar vro hag izili eus an Ofis.
 


D’ar Merc’her 27 a viz C’hwevrer eo bet sinet ar garta Ya d’ar brezhoneg gant an Ao. François Aubertin, maer, dirak an It. Lena Louarn, prezidantez Ofis ar Brezhoneg, izili ar C'huzul-kêr ha re ar c'hevredigezhioù Ar eun dro e Gwidel hag Emglev bro an Oriant.
 


Un emglev nevez a zo bremañ etre kumun Plozeved hag Ofis ar Brezhoneg : goude ma’z eus bet kaset da benn ur studiadenn war anvioù-lec’h ar gumun gant servij Glad yezhel an Ofis emañ Plozeved o paouez sinañ ar garta Ya d’ar brezhoneg a-benn tapout al label a live 1.
 


Gant Pierrik Nevannen, maer ha kuzulier-departamant e karg eus ar brezhoneg evit ar Mor-Bihan, e oa bet degemeret an Itron Lena Louarn, prezidantez Ofis ar Brezhoneg, en Ti-kêr d’ar Gwener 22 a viz C’hwevrer evit lid-sinañ ar garta Ya d’ar brezhoneg.
 


Karget mat eo bet implij-amzer Ofis ar Brezhoneg en dibenn-sizhun-mañ dre m’eo bet sinet ar garta Ya d’ar brezhoneg gant Benac’h, Louergad, Tregrom ha Plouvagor etre digwener ha disadorn. 23 c’humun o deus sinet ar garta e Bro-Dreger a-benn bremañ.
 


Daoust ma oa bet sinet e 2004 evit tizhout al label live 1 ez eo al label live 2 a zo bet roet da Wimaeg a-benn ar fin.
 

Pajennoù : << 23 - 24 - 25 - 26 - 27 >>
 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn