Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
  408 kavet war 41 pajenn

Pajennoù : << 22 - 23 - 24 - 25 - 26 >>

Ti-kêr Plozeved en deus kemeret an intrudu da ginnig d'ar gazetennerien d’an 30 a viz Ebrel 2008 ar studiadenn war an anvioù-lec'h a zo bet kaset da benn gant servij « Glad yezhel » an Ofis.
 


Ar gevredigezh Produet e Breizh a zo bet krouet a-benn broudañ an embregerezhioù a brodu e Breizh hag a labour dre-se evit diorren ar vro. Fellout a ra dezhi brudañ ar brezhoneg ivez e-touez he fratikoù, hec’h izili, he c’hevelerien.


 


Un taol-arnod nevez gant « Nozvezh ar mirdioù » : brudañ ar yezhoù rannvroel
 


Savet eo bet ar « Redadeg » diwar skouer ar « C'horrika », ar redadeg vrudet evit an euskareg. Gourc'hemennoù d'an aozerien ha d'ar rederien zo bet klevet a-berzh ar bagad dileuridi eus Euskadi deuet a-ratozh evit diskouez o c'hengred gant an darvoud-dibar-mañ.
 


Tennañ kentel eus ar broioù niverus a ra gant an divyezhegezh er bed a-bezh. Gwelet stad an traoù e Breizh war an dachenn-se ha kinnig hentoù da vont donoc’h gant an divyezhegezh er vuhez publik, sed aze temoù an emgavioù nevez-mañ.
 


Degemeret eo bet gant an embregerezh Ouestélio, bet meret e-pad bloavezhioù gant Andrev Lavanant ha renet gant Steven Guéguéniat hiziviken, label live 1 an emglev Ya d’ar Brezhoneg d’ar Gwener 25 a viz Ebrel evit 8 ober kaset da benn evit ar brezhoneg.
 


Da Intermarc’had an Aberioù, meret dindan prezidantelezh an Ao. Georges Premel-Cabic, ez eus bet roet label live 1 an emglev Ya d’ar brezhoneg evit an oberoù kaset da benn evit ar brezhoneg.


 


Un teuliad da lenn ha/pe da bellgargañ war bajenn servij Arsellva hol lec’hienn.
 


D’an 30 ha d’an 31 a viz Here 2008 e vo aozet staj bloaziek KBMFT Breizh hag Ofis ar Brezhoneg war an dodenn : « An divyezhegezh da live un tiriad ».
 


Da-geñver emvod-meur an Ofis eo bet resisaet gant Jean-Yves an Drian, prezidant Kuzul-rannvro Breizh, palioù ar statud nevez zo e go evit an Ofis.


 

Pajennoù : << 22 - 23 - 24 - 25 - 26 >>
 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn