Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
  408 kavet war 41 pajenn

Pajennoù : << 35 - 36 - 37 - 38 - 39 >>

Renerien Ofis ar Brezhoneg a zo bet degemeret d’ar Meurzh 9 a viz Mae 2006 gant Prezidant Kambr ar Micherioù, an Ao. Guéguen, hag e rener, an Ao. Dantec, dirak an Ao. Thomin e karg eus ar politikerezh yezh er C’huzul-rannvro, an It. Gars, kuzulierez-rannvro hag an It. Le Bal, kuzulierez-rannvro ha dilennadez e Kemper o tileuriañ an Ao Gérard, Maer Kemper, evit lid-sinañ ar Garta e sez ar Gambr e Kemper.
 


Abaoe miz Du 2004 e vez kinniget d’ar c’hevredigezhioù gant Ofis ar Brezhoneg un dafar jubenniñ micherel aes da implijout ha prestet evit netra.
 


Roet eo bet al label “Ya d'ar brezhoneg” live 1 da Dominique Cap, maer Plougastell-Daoulaz, gant Lena Louarn, prezidantez Ofis ar Brezhoneg, d'ar Gwener 21 a viz Ebrel 2006 e sal kuzulioù-kêr ar gumun.
 


Ur c'henlabour a-dost a zo bet skoulmet etre Kreizenn stummañ deskidi ar sevel-tiez e Penn-ar-Bed hag Ofis ar Brezhoneg

 


Skignañ tresadennoù-bev e brezhoneg e kreiz-kêr Naoned
 


D’al Lun 20 a viz Meurzh e oa bet kinniget war an ton bras panellerezh divyezhek Super U Gwern-ar-Sec’h, ur gumun e-kichen Roazhon, ouzhpenn 8000 annezad enni.
 


Evit ar wezh kentañ abaoe krouidigezh an Ofis e 1999, e oa deuet Prezidant Kuzul-rannvro Breizh da gemer perzh en emvod-meur Ofis ar Brezhoneg.
 


Un daou-ugent den bennak o deus kemeret perzh er c’hendiviz kentañ-mañ aozet a-drugarez da dTermBret, kreizenn dermenadurezh Ofis ar Brezhoneg.


 


Ur CD-rom kenembannet gant ar gevredigezh Korvigelloù an Drouizig hag Ofis ar Brezhoneg a zo o paouez dont er-maez.
 


Evit ar pempvet gwezh e vo aozet gant Ofis ar Brezhoneg, diwar c’houlenn Kuzul-rannvro Breizh

« Prizioù rannvroel dazont ar brezhoneg ».
 

Pajennoù : << 35 - 36 - 37 - 38 - 39 >>
 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn