Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
  408 kavet war 41 pajenn

Pajennoù : << 33 - 34 - 35 - 36 - 37 >>

Goude Sant-Yann-Drolimon hag ar Gelveneg eo bet sinet ar garta “Ya d’ar brezhoneg” gant kumun Ploveur
 


D’an hevelep deiz, ar Gwener 1ań ar viz Gwengolo, eo bet sinet ar garta “Ya d’ar brezhoneg gant kumun Purid. Ur brouenn ouzhpenn eo ez a ar Vro Vigoudenn war-raok.
 


E Kemper eo, e ti nevez Ti ar Vro, d’ar Merc’her 6 a viz Gwengolo, ez eus bet roet lańs d’ar c’houlzad 2006 “Deskomp brezhoneg” dirak renerien Ofis ar Brezhoneg ha DAO (Deskiń d’an Oadourien – aozadur a vod ar frammoů stummań d’ar brezhoneg ha keveler an Ofis evit ar c’houlzad-mań).
 


Sinet eo bet ar garta “Ya d'ar brezhoneg” evit kęr Vrest gant an Ao. François Cuillandre, kannad-maer hag, evit BMM gant an It. Annick Cleach, besprezidantez ar Gumuniezh d'ar Meurzh 11 a viz Gouere dirak an It. Lena Louarn, prezidantez Ofis ar Brezhoneg ha renerien an Ofis.
 


Ur mennozh da zifenn ? Un evezhiadenn da zegas ? Digoret ez eus bet gant ar blogoů lec’hioů eskemm mennozhioů etre an dud. Ha plas a zo evit ar brezhoneg.
 


Gant Kumuniezh kumunioů Kreiz-Treger eo bet sinet ar garta “Ya d’ar brezhoneg” gant 4 eus ar c'humunioů a ya d'ober anezhi.
 


Karnag eo ar gumun gentań e bro an Alre o sinań ar garta “Ya d’ar brezhoneg”.

 


Testenn ofisiel steuńv ober ar c'henober etre Kembre ha Breizh, bet sinet d'ar 16 a viz Mezheven 2006, e Roazhon, gant Kentań Ministr Kembre ha Prezidant Rannvro Breizh.
 


TermBret, Kreizenn dermenadurezh Ofis ar Brezhoneg, a ginnig deoc’h he bank termenadurezh enlinenn. Ur skoazell e vo evit an holl re a fell dezho ober gant hor yezh.
 


Gant an It. Lena Louarn, prezidantez Ofis ar Brezhoneg e oa bet roet d’an Ao. Jacques Le Nay, kannad-maer Ploue ha prezidant Kumuniezh kumunioů bro Ploue label live 1 ar garta “Ya d’ar brezhoneg” d’ar Meurzh 22 a viz Even 2006.
 

Pajennoù : << 33 - 34 - 35 - 36 - 37 >>
 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn