Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
  408 kavet war 41 pajenn

Pajennoù : << 20 - 21 - 22 - 23 - 24 >>

Ar strollad politikel kentań a sin an emglev eo hini re C’hlas Breizh. D’ar Gwener 19 a viz Gwengolo, e Roazhon, ez eus bet roet lańs d’un diorren « padus » evit ar brezhoneg eta.
 


70 e oant e 2006, 150 e 2007 ha 250 e 2008 : war greskiń ez a blep bloaz an niver a gumunioł a skoazell ar c’helenn brezhoneg d’an dud deuet.


 


Kinnig a ra an Ofis kartenn distro-skol ar skolioł divyezhek savet gant an Arsellva.
 


Gant ouzhpenn 30 lec’hiad divyezhek nevez krouet a-hed an 10 vloaz tremenet, e weler, er Morbihan, sifroł kalonekaus evit ar c’helenn divyezhek. Koulskoude eo nec'hus stadań eo diaesoc'h-diaesań digeriń lec'hiadoł nevez eno abaoe 2 vloaz bremań.
 


Ur c’hlip video da welet war ar genrouedad
 


Divyezhek penn-da-benn eo lec’hienn genrouedad kźr Gwened. Kavet e vez e-barzh an holl ditouroł ret diwar-benn ar gumun ha buhez hec’h annezidi. Un nevezenti e 2008 : e brezhoneg e vez kinniget an deiziataer sevenadurel diwar vremań.
 


A-hed ar bloaz e vez kinniget stummadurioł war ar brezhoneg gant un toullad frammoł. Hir pe hiroc’h e vezont (dibennoł-sizhun, sizhunvezhioł, prantadoł 6 miz). Da bep hini da zibab lusk ha stumm ar staj evit dont a-benn da gomz flour.
 


Laouen e vo an Ofis ouzh ho tegemer war e stand e Brest 2008 (11-14 a viz Gouere), e festival an Erer Kozh e Karaez (18-20 a viz Gouere) hag en Emvod ar Gelted en Oriant (2-10 a viz Eost).
 


Dre lakaat e brezhoneg meur a bajenn eus al lec’hienn « Holen Gwenrann Le Guérandais », ar gevelouri « Les Salines de Guérande » a embann he youl da vrudań identelezh Breizh.
 


Ur gumun ouzhpenn he deus sinet er Vro Vigoudenn bremań : goude ar Gelveneg, Purid, Ploveur, Plozeved, Pont-’n-Abad ha Sant-Yann-Drolimon, kumun Kombrid he doa divizet, d’an 20 a viz Mezheven, labourat evit kas ar brezhoneg war-raok war he zachenn.


 

Pajennoù : << 20 - 21 - 22 - 23 - 24 >>
 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn