Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
  408 kavet war 41 pajenn

Pajennoù : << 21 - 22 - 23 - 24 - 25 >>

Niverusoc’h-niverusañ e vez bepred an aozerien gouelioù e Breizh a gemer skiant e ranker diorren implij ar brezhoneg. Komprenet mat eo bet ivez gant Gouelioù-mor Douarnenez.
 


Digwener tremenet, 20 a viz Mezheven, e oa bet lidet war an ton bras fin labourioù reneveziñ gar Landerne, dirak an Ao. Jean-Yves an Drian, Prezidant ar C'huzul-rannvro, an Ao.Ao. François Marc hag Alain Gérard, senedourien, an Ao. Gérard Lahellec, besprezidant ar C'huzul-rannvro e-karg eus an danframmoù hag eus an treuzdougen, an Ao. Patrick Leclerc, Maer, an Ao. Yann-Bêr Thomin, e-karg eus ar politikerezh yezh er rannvro hag an It. ar Gwenn, kuzulierez-departamant.
 


Dalc’het eo bet lid-roidigezh al label Ya d’ar brezhoneg d’ar gevredigezh Gouelioù Breizh (ha lid-sinañ an Emglev gant Festival Fisel) e Karaez d’ar Sadorn 21 a viz Mezheven 2008 dirak an Ao. Yann-Bêr Thomin, kuzulier-rannvro e karg eus ar politikerezh yezh, an Ao. Ange Herviou, kuzulier-departamant en Aodoù-an-Arvor, an It. Lena Louarn, prezidantez Ofis ar Brezhoneg gant izili eus ar c’huzul-merañ ha prezidanted hag izili an div gevredigezh er jeu.


 


Goude an emglev a oa bet sinet gant Microsoft e miz Meurzh 2007, eo bet kaset da benn vat troidigezh Bitdefender, an enepviruz gwerzhet ar muiañ e Frañs (embannet gant « Editions Profil »)
 


1800 den a zo o teskiñ brezhoneg en departamant, an niver a skolidi er c’helenn divyezhek a zo bet lieskementet dre 3 abaoe 1997.
Un teuliad da lenn pe/ha da bellgargañ war bajenn « Arsellva » hol lec’hienn.


 


D’ar Gwener 23 a viz Mae en deus roet Ofis ar brezhoneg label Ya d’ar brezhoneg da Ouel Kan ar Vartoloded e Pempoull. Dirak Herve Seubil gKernaudour, sekretour an Ofis ha Pierre Morvan, prezidant ar Gouel e oa bodet un toullad tud eus ar skolioù divyezhek ha Diwan, kreizennoù sevenadurel Anjela Duval ha KSBP Tan de’hi, gouren Aodoù-an-Arvor, eilmaerez ar sevenadur e Pempoull, France Le Bohec, eilmaer S. Loup, Fañch Rebours ha tud ar festival.
 


Un bern tud a oa deuet da gemer perzh e lid-roidigezh Prizioù rannvroel dazont ar brezhoneg a oa dalc’het d’ar Gwener 30 a viz Mae 2008 e ti ar Rannvro dirak an Ao. Jean-Yves an Drian, prezidant Kuzul-rannvro Breizh, an Ao. Yann-Bêr Thomin, e karg eus ar politikerezh yezh er C’huzul-rannvro hag an It. Lena Louarn, prezidantez Ofis ar Brezhoneg.


 


Niverusoc’h-niverusañ eo ar mirdioù hag ar salioù-diskouezadegoù a laka ar brezhoneg par d’ar galleg. Ar skouer wellañ an deiz a hiziv eo Kêr ar bageal Eric Tabarly hep mar ebet.
 


N’eo ket dav bezañ ur gumun vras evit talvoudekaat ar brezhoneg : gant kumun ar Yeuc’h eo bet diskouezet splann d’ar 17 a viz Mae.
 


D’ar Gwener 30 a viz Mae 2008 a vo aozet e ti ar Rannvro e Roazhon seizhvet lid-roidigezh Prizioù rannvroel dazont ar brezhoneg ma vo enoret al loreidi bet dibabet gant ar bodad-barn, ennañ dilennidi eus ar C’huzul-rannvro hag izili eus an Ofis.


 

Pajennoù : << 21 - 22 - 23 - 24 - 25 >>
 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn