Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
  408 kavet war 41 pajenn

Pajennoù : << 31 - 32 - 33 - 34 - 35 >>

Dirak an It. Thérèse Thiery, maerez Lannarstêr, hag an It. Lena Louarn, prezidantez Ofis ar Brezhoneg, e oa bet sinet ar garta Ya d’ar brezhoneg d’an 2 a viz Kerzu 2006.


 


...Gant ar meziant SKYPE. Sed aze un droidigezh a vo deuet mat d’an holl vrezhonegerien a fell dezho pellgomz marc’hadmat ha komz dre an Internet.


 


Kinniget eo bet d'ar gazetennerien tri levr troet gant an Ofis hag embannet e ti Apogée, er Maezioù Frank e Roazhon d'ar Merc'her 10 a viz Genver 2007.

 


Disoc’h ur c’henlabour hir ha frouezhus etre Ofis ar Brezhoneg ha kumun Sine eo ar sinadur-mañ.


 


Goude ur bloavezh labour evit en em staliañ, emañ ar gevredigezh Divskouarn o resisaat he raktresoù.
 


E Naoned, diwar youl embannadurioù An Amzer, un embregerezh bet sinet gantañ an emglev « Ya d’ar brezhoneg”, ez eo bet embannet ar manga kentañ e brezhoneg, ur pezh nevezenti evit ar vrezhonegerien yaouank.
 


Meur a zigarez a oa da vezañ laouen e ti-kêr Lannuon d’ar Yaou 16 a viz Du : roet eo bet label live 1 ar garta Ya d’ar brezhoneg d’ar gumun ha sinet un emglev nevez gant an ti-kêr a-benn tapout label live 2 ar garta.
 


Kemeret en doa TermBret perzh en trede kendalc'h aozet d’an 13 ha d’ar 14 a viz Du 2006 e Brusel gant Kevredigezh Europa an dermenadurezh. Ezel eo TermBret eus ar framm-se abaoe un nebeud mizioù dija.
 


Aozet ez eus bet un abadenn diwar-benn “ar c’horseg er vuhez publik, sokial hag ekonomikel” e Kambr Kenwerzh Korsika Uhel d’ar 6 a viz Du, da glozañ un heuliad devezhioù stummañ diwar-benn an divyezhegezh er vuhez foran.
 


D’ar Gwener 27 a viz Here eo bet sinet ar garta Ya d’ar brezhoneg gant pedervet kumun ar Mor-Bihan
 

Pajennoù : << 31 - 32 - 33 - 34 - 35 >>
 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn