Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
  408 kavet war 41 pajenn

Pajennoù : << 32 - 33 - 34 - 35 - 36 >>

Emgav bloaziek kevredigezh Emgavioů etrerannvroel ar yezhoů bihan a zo bet aozet d’an 2 ,3 ha 4 a viz Du 2006 e Perpinya e Katalonia. Ezel eo Ofis ar Brezhoneg eus ar gevredigezh-mań.
 


Abaoe miz Meurzh 2006 emań TermOfis enlinenn. Bank termenadurezh TermBret, Kreizenn dermenadurezh Ofis ar Brezhoneg ez eo. Ur skoazell brizius eo evit an holl re a fell dezho ober gant ar yezh.


 


Ur pemzek kargad tiriadel bennak o doa kemeret perzh d’al Lun 9 ha d’ar Meurzh 10 a viz Here 2006 er staj aozet gant KBMFT (Kreizenn Vroadel ar Velestradurezh Foran Tiriadel) Gwened. Ur stummadur kaset da benn gant an Ofis hag ur staj dibar er C’hwec’hkorn.
 


Ar salońs-se, aozet bep daou vloaz gant Kevredigezh Luskań Kornôg Kerne (KLKK) a zo bet dalc'het ar wezh-mań e kloerdi kozh Pontekroaz. Bodet e oa eno holl obererien buhez sevenadurel ar C’hab, ar Vro-Vigoudenn ha bro Douarnenez : kevredigezhioů evit saveteiń ar glad, kerkoulz war dachenn ar savouriezh, an Istor, ar mor hag an endro, kevredigezhioů gouestlet d'ar c'helenn brezhoneg d’an dud deuet, skrivagnerien hag ivez artizaned ha produerien eus ar vro.
 


Evit ar wezh kentań el Liger-Atlantel ez eus un diskouezadeg diwar-benn an ober gant ar brezhoneg e sevenadur ar vro. Frouezh labour 30 bloavezh pad kaset gant Gildas Buron zo da welet e Mirdi ar Baludourien e Bourc'h-Baz.
 


Abaoe meur a vloaz, diwar c’houlenn an Ao. Caradec, prezidant ar gevredigezh, e teu an Ofis da emvod meur an AMF evel keveler ofisiel.
 


Dileuriet e oa an Ofis gant he frezidantez, an Itron Lena Louarn ha tud ar servij Ajańs diorren, d’an devezh eskemm ha preder aozet gant Skol Uhel ar Vro diwar-benn an tem da heul : Eus ar Celib da Graet e Breizh.
 


Ur benveg talvoudus hag un hanterour efedus evit kavout labour
 


Dek lec’hiad divyezhek nevez a zo bet digoret da vare an distro-skol, en tri hentad bodet (s.o. ar gartenn) : pemp gant an hentad publik (Brieg, Daoulaz, Kewen, Landerne (eil lec’hiad), Milizag) ; tri gant an hentad katolik (Męlrant, Plouarzhel ha Plouvorn) ha div skol Diwan (ar Chapel-Nevez (22) ha Louaneg). N’eo ket kalz gwelloc’h eget warlene pa oa bet digoret 9 lec’hiad nevez ha pa oa bet ar c’hresk izelań abaoe krouidigezh an hentadoů divyezhek.
 


Pedet eo bet an Ofis da zerc’hel ur stand er salońs al levrioů aozet gant “Celti’Vannes” (16 ha 17 a viz Gwengolo 2006).
Tud e karg an Ofis o deus kejet gant un niver bras a vrezhonegerien ha dilennidi bro Gwened.

 

Pajennoù : << 32 - 33 - 34 - 35 - 36 >>
 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn